None

Penngasour·ez

Skolaj Diwan Sant-Ervlan

Sant-Ervlan (44)

Lakaat e anv
Deiziad embann 22/04/2024
Deiziad evit lakaat e anv 06/05/2024
Deiziad kregiñ 01/06/2024

Emañ Diwan o klask war-lerc’h ur penngasour·ez evit ar Skolaj Diwan Liger Atlantel evit an distro-skol 2024-25. Gant ar pal e vefec’h barrek evit an distro e vo ur prantad treuzkas adalek ar 1añ a viz Even gant ar benngasourez a zo hiziv war ar post.

Deskrivadur ar post

Kefridioù

- Aozañ ha sterniañ buhez skol an ti-skol
- Buheziñ ar skolaj (beilhadegoù, stalioù dizarbenn, bodadoù liammet gant ar skolajidi, surentez, yec’hed, etc)
- Merañ ar skipailh kasouriezh (sevel an implijoù amzer, merañ amzer labour ar skipailh, kas an titouroù a sell ar goproù, etc)
- Daremprediñ gant ar gerent diouzh an ezhommoù
- Kenlabourat gant ar skipailh renerezh, kelenn, melestradurezh

Doare den

- Live C1 e brezhoneg degemeret mat. Brezhoneg komzet hag skrivet mat a-walc’h evit bevañ e brezhoneg pe/hag evit sikour ar skolajidi,
- Live Bak + 3
- Bezañ en e aes evit daremprediñ gant ar grennarded
- Bezañ en e aes evit merañ ur skipailh
- Plijet gant al labour a-stroll

Titouroù war ar post

Gopr

21 800 € kriz/bloaz + un arc’hopr miziek kriz a sav da 83 €

Doare kevrat

Kevrat didermen he fad

Amzer labour

Leunamzer

Evezhiadenn

CDI leun amzer bloazieket
Gwarez yec’hed hag ur prevoyañs
Ma ‘z oc’h dedennet gant ar post, trugarez da gas ho emstrivadur (CV+lizher en em ginnig) da tuta@diwan.bzh a-raok ar 6 a viz Mae 2024.
Dalc’het e vo ar bodad tuta d’an 13 a viz Mae e sez ar gevredigezh e Landerne.

Darempred

Skolaj Diwan Sant-Ervlan

tuta@diwan.bzh