Gallout a reer embann ur goulenn-labour war Brezhoneg.bzh :

Sekretour·ez Eil Derez (G/M)

Diwan

Landerne (29)

Lakaat e anv
Deiziad embann 17/07/2025
Deiziad evit lakaat e anv 22/08/2025
Deiziad kregiñ 27/08/2025

Diwan zo o klask ur skekretour·ez evit e servij Eil derez. E-kreizig-kreiz servijoù melestradurezh ar c’hevread e voc’h kendivizer·ez lodenn vrasañ eus koskor an eil derez war statud publik pe brevez hag e degouezh e voc’h da labourat en un endro brezhonek. Dindan atebegezh renerezh an Eil derez ha war sikour atebeg ar c’hoskor e vo fiziet ennoc’h kefridioù liesseurt a sello, ar c’hoskor, ar sekretouriezh rik hag ar merañ savadurioù an tiez skol.

Deskrivadur ar post

Kefridioù

Ur c’hevread kevredigezhel, laik, digoust ha digor d’an holl eo Diwan. Hiziv an deiz ez eo an hentenn gelenn nemeti o kinnig deskiñ brezhoneg dre soubidigezh. Krouet ouzhpenn 48 vloaz zo ez eus e Diwan 48 skol, 7 skolaj ha 2 lise, dasparzhet war 5 departamant Breizh istorel.

Kefredioù liammet gant renerezh eil derez

- Kas ha respont d’ar goulennoù kaset gant an implijidi
- Derc’hel doserioù melestradurel an implijdi, ar gelennerien
- Ober war dro al lodenn velestradurel eus ar fiñvadegoù (renerien, kelennerien, kasour)
- Skoazellañ aozadur ar bodadoù tuta kasourien ha kelennerien
- Prientiñ ar pezhioù a vo ezhomm evit an emvodoù, sevel ha kas ar rentaoù kont
- Heuliañ amzer labour ar gasourien hag an ezvezañsoù

Kefridioù liammet gant an tiez skol :

- Ober war dro ar skoazell transport
- Skignañ an arnodennoù AKED ha DIBAB evit an holl tiez skol
- Aozañ forum an heñchañ en ur genlabourat gant renerezh an ti skol degemer
- Renabliñ disoc’hoù ar skolidi d’an arnodennoù ha sevel statistikoù diouto

Doare den

Digor eo ar post-mañ d’an holl brofiloù.

Diouzh ho stummadur kentañ pe ho skiant-prenet micherel e vo raktreset ur prantad stummadur diabarzh evit ma c’helloc’h pakañ ar barregezhioù ret a-nebeudoù evit ar post-mañ.

Setu amañ barregezhioù mat da gaout evit ar post-mañ :

- Mestroniañ ar brezhoneg kenkoulz dre gomz ha dre skrid (B2 pe C1 en DCL Brezhoneg) ;
- Mestroniañ word hag excel ;
- Anavezout an eil derez ;
- Anavezout mat mont en-dro an Deskadurezh Stad.

Emren ha plijet gant al labour a-stroll ez oc’h strizh war al labour, aes gant an dud ha gouest d’en em azasaat buan ouzh un endro labour nevez.

Titouroù war ar post

Doare kevrat

Contrat à durée indéterminée

Amzer labour

Temps complet

Evezhiadenn

Amzer labour : Leun amzer
Lec’h labour : Landerne
Kevrat : Didermen
Deiziad kregiñ : 27/08/2025
Gopr kregiñ : diouzh ho skiant prenet hag ar c’haelioù o talvezout e Diwan
Spletoù : gwarez yec’hed, prevoyañs
Koñjeoù paeet : 6 sizhun

Darempred

Diwan

Z.A sant-Ernel

29800 Landerne

tuta@diwan.bzh

0298213369