Ofis Publik ar Brezhoneg
Karaez-Plougêr (29)
E-barzh ar pol Studi ha Diorren an OPAB e vo karget ar gwazour/wazourez eus raktresoù hentadoù divyezhek nevez er skolioù, lakaat e plas ha heuliañ ar c’houlzad Ya d’ar brezhoneg er gennad publik hag er gennad prevez, ha darempredoù gant an dilennidi evit diorren implij ar yezh e Kreiz-Penn-ar-Bed hag e Kornôg Kreiz-Breizh.
03/07/2025
Ti-kêr Montroulez
Montroulez (29)
Emañ ti-kêr Montroulez o tuta un teknikour/deknikourez kempenn ar savadurioù. Post digor d'an dud kevratet.
30/06/2025
Gwengamp-Pempoull tolpad-kêrioù
Plaeraneg (22)
Emañ Gwengamp-Pempoull tolpad-kêrioù o tuta ur c'hargad/gargadez a raktresoù sevenadurel evit ar greizenn Milmarin. Post digor d'an dud kevratet.
30/06/2025
Landerne
Deiziad embann | 17/07/2025 |
Deiziad evit lakaat e anv | 22/08/2025 |
Deiziad kregiñ | 27/08/2025 |
Ur c’hevread kevredigezhel, laik, digoust ha digor d’an holl eo Diwan. Hiziv an deiz ez eo an hentenn gelenn nemeti o kinnig deskiñ brezhoneg dre soubidigezh. Krouet ouzhpenn 48 vloaz zo ez eus e Diwan 48 skol, 7 skolaj ha 2 lise, dasparzhet war 5 departamant Breizh istorel. Diwan zo o klask ur skekretour·ez evit e servij Eil derez. E-kreizig-kreiz servijoù melestradurezh ar c’hevread e voc’h kendivizer·ez lodenn vrasañ eus koskor an eil derez war statud publik pe brevez hag e degouezh e voc’h da labourat en un endro brezhonek. Dindan atebegezh renerezh an Eil derez ha war sikour atebeg ar c’hoskor e vo fiziet ennoc’h kefridioù liesseurt a sello, ar c’hoskor, ar sekretouriezh rik hag ar merañ savadurioù an tiez skol.
-Kefredioù liammet gant renerezh eil derez
-Kas ha respont d’ar goulennoù kaset gant an implijidi
-Derc’hel doserioù melestradurel an implijdi, ar gelennerien
-Ober war dro al lodenn velestradurel eus ar fiñvadegoù (renerien, kelennerien, kasour)
-Skoazellañ aozadur ar bodadoù tuta kasourien ha kelennerien
-Prientiñ ar pezhioù a vo ezhomm evit an emvodoù, sevel ha kas ar rentaoù kont
-Heuliañ amzer labour ar gasourien hag an ezvezañsoù
-Kefridioù liammet gant an tiez skol :
-Ober war dro ar skoazell transport
-Skignañ an arnodennoù AKED ha DIBAB evit an holl tiez skol
-Aozañ forum an heñchañ en ur genlabourat gant renerezh an ti skol degemer
-Renabliñ disoc’hoù ar skolidi d’an arnodennoù ha sevel statistikoù diouto
Digor eo ar post-mañ d’an holl brofiloù.
Diouzh ho stummadur kentañ pe ho skiant-prenet micherel e vo raktreset ur prantad stummadur diabarzh evit ma c’helloc’h pakañ ar barregezhioù ret a-nebeudoù evit ar post-mañ.
Setu amañ barregezhioù mat da gaout evit ar post-mañ :
- Mestroniañ ar brezhoneg kenkoulz dre gomz ha dre skrid (B2 pe C1 en DCL Brezhoneg) ;
- Mestroniañ word hag excel ;
- Anavezout an eil derez ;
- Anavezout mat mont en-dro an Deskadurezh Stad.
Emren ha plijet gant al labour a-stroll ez oc’h strizh war al labour, aes gant an dud ha gouest d’en em azasaat buan ouzh un endro labour nevez.
Contrat à durée indéterminée
Temps complet
Amzer labour : Leun amzer
Lec’h labour : Landerne
Kevrat : Didermen
Deiziad kregiñ : 27/08/2025
Gopr kregiñ : diouzh ho skiant prenet hag ar c’haelioù o talvezout e Diwan
Spletoù : gwarez yec’hed, prevoyañs
Koñjeoù paeet : 6 sizhun
Diwan
Z.A sant-Ernel
29800 Landerne
tuta@diwan.bzh0298213369