Gallout a reer embann ur goulenn-labour war Brezhoneg.bzh :
None

Rener·ez ur skol kentañ derez

Diwan Breizh

Orvez (44)

Deiziad embann 22/05/2025
Deiziad kregiñ 01/09/2025

Emañ Diwan o tuta ur rener·ez evit skol Orvez a zigoro d'an distro-skol 2025.

Deskrivadur ar post

Kefridioù

Ouzhpenn ho kefridioù kelenn e vo fiziet ennoc’h atebegezh ar vuhez skol, al lusk pedagogel hag aozadur ar c’huzul-skol.

Kendivizer·ez ar familhoù e voc’h hag oberiant e voc’h e buhez ar skol hag he aozadur asambles gant an AEP (kevredigezh desevel poblek) a zo e karg eus merezh ar skol.

Ambrouget e voc’h en ho kefridi gant servij pedagogiezh ar c’hentañ derez ha kargadez a gefridi ho korn-bro a ambroug an AEP ivez.

Doare den

Oadet a 21 vloaz d’an nebeutañ

Bezañ tapet un diplom live 5 (BTS, DUT, DEUG, DEUST, etc.)

5 bloaz a skiant prenet renerezh, kelenn pe evezherezh en ur skol publik pe brevez.

Digor eo ar post-mañ d’an emstrivadurioù en diavez eus Diwan, d’ar skolaerien·ezed statud prevez, anvet « skolaerien·ezed titlet Diwan » hag ar skolaerien·ezed dindan statud gwazour·ez publik ar Stad, anvet « skolaerien·ezed DS ».

Titouroù war ar post

Doare kevrat

Contrat à durée indéterminée

Amzer labour

Temps complet

Evezhiadenn

Evit gouzout hiroc'h ha lakaat e anv :
https://www.diwan.bzh/br/offres-emplois/none-directeur-rice-d-ecole-primaire-280720242312

Darempred

Diwan Breizh