Gallout a reer embann ur goulenn-labour war Brezhoneg.bzh :

Kinnigoù heñvel

job_offer.image.alt_text

Kelenner / Kelennerez - Bro Sant-Nazer ha Bro-Wenrann

Kentelioù an Noz (KanN)

Bro Sant-Nazer ha Bro-Wenrann (44)

Kelenn
Contrat à durée indéterminée
Temps partiel

Pouezus eo ar vuhez kevredigezhel evit diorren ha kas raktres KanN a-benn. Labourat a ra ar c’helenner/gelennerez gopret gant ar c’hopridi all, an dud a-youl vat (kelennerien/kelennerezed en o zouez) ha gant pep ezel eus ar C’huzul-Merañ ervat. Pouezus-kenañ eo an dalc’hoù. Ezhommoù bras zo da sevel oberiantizoù kreñv evit treuzkas ar brezhoneg. Dindan atebegezh ar C’huzul-Merañ e heul ar c’helenner/gelennerez ar sturiadoù divizet gant ar pal lakaat da dalvezout ar raktres kevredigezhel e departamant al Liger-Atlantel. Reiñ a ra kentelioù brezhoneg hag aozañ a ra abadennoù luskañ e brezhoneg evit publikoù disheñvel e departamant al Liger-Atlantel.

27/05/2025

job_offer.image.alt_text

Kelenner / Kelennerez - Naoned hag ar meurgêr

Kentelioù an Noz (KanN)

Naoned (44)

Kelenn
Contrat à durée indéterminée
Temps partiel

Pouezus eo ar vuhez kevredigezhel evit diorren ha kas raktres KanN a-benn. Labourat a ra ar c’helenner/gelennerez gopret gant ar c’hopridi all, an dud a-youl vat (kelennerien/kelennerezed en o zouez), ha gant pep ezel eus ar C’huzul-Merañ ervat. Pouezus-kenañ eo an dalc’hoù. Ezhommoù bras zo da sevel oberiantizoù kreñv evit treuzkas ar brezhoneg. Dindan atebegezh ar C’huzul-Merañ e heul ar c’helenner/gelennerez ar sturiadoù divizet gant ar pal lakaat da dalvezout ar raktres kevredigezhel e departamant al Liger-Atlantel. Reiñ a ra kentelioù brezhoneg hag aozañ a ra abadennoù luskañ e brezhoneg evit publikoù disheñvel e departamant al Liger-Atlantel.

27/05/2025

job_offer.image.alt_text

Kelenner·ez war ar brezhoneg

Rektorelezh Naoned

Naoned (44)

Kelenn
Contrat à durée déterminée
Temps partiel

Emañ Akademiezh Naoned o tuta ur c'helenner/gelennerez war gevrat evit kelenn ar brezhoneg (6 eur) er skolajoù Rutigliano (Naoned) ha Le Hérault (Sant-Ervlan).

23/05/2025

None

Rener·ez ur skol kentañ derez

Diwan Breizh

Orvez (44)

Deiziad embann 22/05/2025
Deiziad kregiñ 01/09/2025

Emañ Diwan o tuta ur rener·ez evit skol Orvez a zigoro d'an distro-skol 2025.

Deskrivadur ar post

Kefridioù

Ouzhpenn ho kefridioù kelenn e vo fiziet ennoc’h atebegezh ar vuhez skol, al lusk pedagogel hag aozadur ar c’huzul-skol.

Kendivizer·ez ar familhoù e voc’h hag oberiant e voc’h e buhez ar skol hag he aozadur asambles gant an AEP (kevredigezh desevel poblek) a zo e karg eus merezh ar skol.

Ambrouget e voc’h en ho kefridi gant servij pedagogiezh ar c’hentañ derez ha kargadez a gefridi ho korn-bro a ambroug an AEP ivez.

Doare den

Oadet a 21 vloaz d’an nebeutañ

Bezañ tapet un diplom live 5 (BTS, DUT, DEUG, DEUST, etc.)

5 bloaz a skiant prenet renerezh, kelenn pe evezherezh en ur skol publik pe brevez.

Digor eo ar post-mañ d’an emstrivadurioù en diavez eus Diwan, d’ar skolaerien·ezed statud prevez, anvet « skolaerien·ezed titlet Diwan » hag ar skolaerien·ezed dindan statud gwazour·ez publik ar Stad, anvet « skolaerien·ezed DS ».

Titouroù war ar post

Doare kevrat

Contrat à durée indéterminée

Amzer labour

Temps complet

Evezhiadenn

Evit gouzout hiroc'h ha lakaat e anv :
https://www.diwan.bzh/br/offres-emplois/none-directeur-rice-d-ecole-primaire-280720242312

Darempred

Diwan Breizh