Gallout a reer embann ur goulenn-labour war Brezhoneg.bzh :

Skoazeller.ez produiñ ur festival sevenadur Breizh e Bro Douarnenez

Emglev Bro Douarnenez

Douarnenez

Lakaat e anv
Deiziad embann 13/06/2025
Deiziad evit lakaat e anv 26/06/2025
Deiziad kregiñ 28/08/2025

Emglev Bro Douarnenez, krouet e 1996, a stroll kevredigezhioù ha tud a fell dezho lakaat da vevañ ha rannañ ar brezhoneg ha sevenadur Breizh gant ar muiañ niver, a-hed ar bloavezh. Ar festival Dispar Amzer a zo ur prantad a-bouez hag a bad daou viz, adalek miz Here betek miz Du e bro Douarnenez hag er C’hab. Talvoudoù hag ahelioù pennañ ar festival a zo skignañ ha klask nevezentioù a-fed sevenadur Breizh, reiñ plas d’ar maouezed er grouidigezh-se, krouiñ liammoù etre ar sevenadurioù hag ar rummadoù oad disheñvel. Ouzhpenn an darvoudoù arzel, ar festival a stroll ivez emgavioù degemerus tro-dro d’ar brezhoneg ha da sevenadur Breizh. Emaoc’h o vont da labourat e liamm gant kenurzhierez ar gevredigezh ha da skoazell anezhi da aozañ festival Dispar Amzer 2025. Dindan kiriegezh izili kuzul-merañ ar gevredigezh e vioc’h.

Deskrivadur ar post

Kefridioù

Skoazellañ war kehentiñ ar festival (liamm gant ar grafourez, kemer perzh e skrivañ al lizher kelaouiñ, al lec’hienn internet, dasparzhañ skritelloù ha flyers)
Aozadur lojistik en a-raok war meur a zarvoud, (liamm gant an arzourien-ezed, gant ar gevelerien-ezed, gant an arvesterien ha gant an dud a-youl vat)
E-kerzh an darvoudoù : Staliañ / renkañ al lec’hioù, degemer an arzourien-ezed, degemer an dud
Heuliañ kevradoù ha frejoù arzel an obererezhioù daveet/meret ganeoc’h.
Skrivañ ar rentaoù-kont obererezhioù ha bilañsoù kontoù al labourioù heuliet/kaset
Kemer-perzh er bodadoù labour gant an dud a-youl vat.

Doare den

Interest evit ar sevenadur hag an arz bev
Kaout ur skiant-prenet kentañ e bed ar sevenadur
Brezhoneger.ez
Barregezhioù bras aozañ ha daremprediñ
Emrenerezh, kuriusted ha startijenn
Mestroniañ oustilhoù urzhiataerezh burev pennañ ha bezañ dedennet gant ar genrouedad (hizivaat ul lec'hienn internet ha merañ ar rouedadoù sokial)

Titouroù war ar post

Gopr

Strollad C eus emglev a-stroll ECLAT

Doare kevrat

Contrat à durée déterminée

Amzer labour

Temps partiel

Evezhiadenn

KT (Kevrat Termenet) etre an 28 a viz Eost hag an 31 a viz Kerzu 2025, diazezet e Douarnenez, 13 straed Michel Le Nobletz.
Padelezh sizhuniek : 21e/sizhun. Eurvezhioù azasaus evit labourat e-pad un nebeud dibennoù-sizhun ha nozvezhioù zo e-kerzh darvoudoù ar festival.
Gopr : Strollad C eus emglev a-stroll ECLAT
Titouroù all : Aotre bleniañ B erbedet

Darempred

Emglev Bro Douarnenez

Emglev Bro Douarnenez

13 rue Michel Le Nobletz

29100 Douarnenez

emglev.bro.dz@gmail.com

07 83 88 75 57