Dorn ha Dorn
Gouenoù (29)
Emañ ar vagouri Dorn ha Dorn o tuta ur buhezour·ez divyezhek an abretañ ar gwellañ.
16/06/2025
Mignoned ar Brezhoneg
Mellag (29)
Emañ Mignoned ar Brezhoneg o tuta 2 vuhezour·ez divyezhek evit bezañ e-karg eus an diwallerez e-pad GBB e Maner Kernod, e-tal Kemperle. Ar gouel a bado eus ar Gwener betek ar Sul hag an diwallerez a vo neuze digoret d’ar Sadorn ha d’ar Sul. Deiziadoù : 05/07/2025 - 06/07/2025 - Eus 11 eur d’ar mintin betek 8 eur noz. Amzer labour : 14 eurvezh e-pad an dibenn-sizhun
06/06/2025
Skol Diwan Brest
An deskard a labouro e Skol Diwan Brest (Kerango pe Gwelmeur), ar brezhoneg a vo ar yezh implijet gantañ /i. Heuliañ a raio bugale ar skol-vamm, asambles gant ar skipailh pedagogel hag ar skipailh troskol, e-pad an de-vezhioù skol (lun, meurzh, yaou, gwener). Ar merc'her a vo gouestlet d'ar stummadurioù. Mestroniañ ar brez-honeg (hag ar galleg) a zo ur redi evit gellet labourat er skol.
26/05/2025
École Skol Diwan Sant-Brieg
Deiziad embann | 29/07/2025 |
Deiziad evit lakaat e anv | 15/08/2025 |
Deiziad kregiñ | 01/09/2025 |
Fellout a ra deoc’h labourat gant bugale ha komz a rit brezhoneg ? Emañ skol Diwan Sant-Brieg o klask 2 ASEM gant ur gevrat Dindan atebegezh velestradurel ar gevredigezh deskadurezh pobl (AEP) e vioc’h. Bez’ ho po da skoazellañ ar skipailh pedagogel evit an degemer, ar buheziñ ha yec’hedoniezh ar vugaligoù adal 2/3 bloaz hag ambroug anezho e-pad ar prantadoù tro-skol. Diplomet TGM Bugaligoù (CAP petite enfance).
1) Amzer skol : dindan stur ar renerezh
- Degemer ar vugale hag o zud asambles gant skolaer.ez
- Sikour ar vugale da zont da vezañ emren
- Teurel evezh ouzh surentez ha yec’hedoniezh ar vugale
- Skoazellañ ar skolaer.ez evit prientiñ ha/pe buheziñ an obererezhioù pedagogel
- Staliañ, aozañ an dafar evit ar vugale ha kempenn ar savadurioù
- Evezhiañ ar porzh da vare an ehanoù
- Evezhiañ ar vugale da vare ar c’housk
- Kemer perzh er raktresoù pedagogel
2) Mareoù tro-skol : dindan atebegezh an AEP
- Degemer ar vugale ha buheziñ an diwallerezh etre 7e30 hag 8e20 da vintin (div wech ar sizhun)
- Sterniañ ar vugale a-raok, e-pad ha goude ar pred
- Servijout ar predoù e doujañs d’ar reolennoù yec’hedoniezh
- Doujañ d’ar PAIoù
- Kas ar vugale d’ar c’housk
- Degemer ar vugale ha buheziñ an diwallerezh d’abardaez (div wech ar sizhun)
GOUIZIEGEZHIOÙ :
• Reiñ an tu d’ar vugale d’en em ziorren adalek 2 vloaz (barregezhioù kefluskerezh, sokioafektivel ha anaoudel)
• Doujañ d’aa reolennoù diazez ar yec’hedoniezh ha surentez
• Reiñ lañs da ziorren ar vugale dre ginnig c’hoarioù ha raktresoù pedagogel gant ar skolaer.ez
BARREGEZH :
• Ambroug ur bugel en e zeskoni bemdeziek
• Sikour ar vugale da vezañ emren
• Teurel evezh ouzh surentez ar vugale
• Lakaat e plas ar reolennoù yec’hedoniezh ha surentez
• Aozañ c’hoarioù hag obererezhioù
• Kempenn ha gwiriañ ar savadurioù hag an dafar evit ar vugale
DOARE DEN :
• Bezañ gouest da selaou
• Bezañ gouest d’ober war-dro bec’hioù etre tud
• Kaout intrudu
• Bezañ strizh en e labour hag aozet mat
• Diskouez kaout : sioulded, didrouzded, pasianted hag emvestroniezh
• Kaout startijenn
35e bloaziekaet (Smic)
Contrat à durée indéterminée
Temps complet
EVIT LAKAAT E ANV, KAS CV HA LIZHER EMGINNIG D’AR CHOMLEC’H AMAÑ-DINDAN
KDP Diwan Sant-Brieg
Skol Siwan Sant-Brieg
19 boulouard Carnot
22000 SANT-BRIEG
aep22recrutement@gmail.com