AEP Diwan Lesneven
Skol Diwan Lesneven
Skol Diwan Lesneven a zegemer tud yaouank e servij keodedel abaoe un nebeut bloavezhioù bremañ. Ambrouget e vez anezho gant div heñcherez e-hed ar 6 miz, unan skolaerez war an dachenn hag eben mamm er skol, Ur skipailh 5 skolaerez ha 5 implijiadez a labouro gant an den e servij keodedel.
15/06/2025
Ti Ar Vro Landerne Daoulaz
Landerne (29)
O tuta ur buhezour·ez emañ Ti ar Vro Landerne Daoulaz evit ar c’hentelioù-noz brezhoneg hag ar buheziñ.
03/06/2025
Patati
Sant-Ervlan (44)
Emañ Patati, kreizen dudi vrezhonek anezhi, o klask ur rener·ez evit Merc'hervezhioù ha vakañsoù-skol bloavezh-skol 2025/2026.
16/05/2025
Kastellin
Deiziad embann | 25/04/2025 |
Deiziad evit lakaat e anv | 01/06/2025 |
Deiziad kregiñ | 06/07/2025 |
KEAV a zo ur c'hamp evit an dud-gour dre soubidigezh. Heuliañ a reont kentelioù brezhoneg pe e brezhoneg war deiz. Evit-se e vez digoret ur greizenn-dudi war al lec'h evit ober war-dro o bugale. O klask war-lerc'h ur buhezour pe buhezourez emaomp neuze eus ar 06/07 d'an 12/07. 30 bugel etre 6 ha 15 vloaz.
Kenlabourat gant ar skipailh buheziñ evit :
- Aozañ buhez pemdez ar greizenn-dudi.
- Degemer ar vugale
- Aozañ abadennoù dudi evit an holl vugale
- Asuriñ surentez fizikel hag afektivel ar vugale
- Ober al liamm gant tud ar vugale
Startijenn, ijin, youl ha fent a vo degemeret mat !
DABU klok pe diplom kevatal.
Skiant-prenet war ar buheziñ
Brezhoneger.ez ampart (C1)
350€ net (CEE)
Contrat à durée indéterminée
Temps complet
Bod ha boued a vo war al lec'h.
Ur greizenn-dudi eo (8e30 - 5e) gant 2 nozvezh kampiñ e-pad ar sizhun (chom da gousket e teltennoù).
Ouzhpenn ar greizenn-dudi e vo posubl profitañ eus abadennoù KEAV da noz : c'hoariva, kan, prezegennoù, kaozeadennoù...
Bod a vo er savadur e kambreier 4 ha boued (lein, merenn, adverenn, koan)
KEAV (Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerien)
22 hent Mouliouen
29000 KEMPER
kd@keav.bzh