Raok
Carhaix / Rostrenen
Dindan aotrouniezh burev kevredigezh Raok, o kenlabourat gant eil goprad ar gevredigezh hag ar youlidi, e vo karget ar goprad da vuheziñ ha da gas da benn ar raktresoù war ar brezhoneg.
04/08/2025
Skol an Emsav ha Stumdi
Roazhon (35)
AR POST-LABOUR Kevrat : KTF (kevrat termenet he fad) betek resisaat framm ar post a zeuio da vezañ didermen. Implijer pennañ : kevredigezh Skol an Emsav Implijad fiziet er gevredigezh Stumdi (14 eurvezh / sizhun) Lec’h labour : diazezet e ti Skol an Emsav — Roazhon (da resisaat diouzh an den a vo dibabet) bale bro e Breizh a-bezh, betek sez Stumdi e Landerne ha lec’hioù an daou aozadur. Labour a-bell posubl
22/07/2025
Diwan Breizh
Pellabour
Da geñver ur c’hresk obererezh berrbad liammet gant digoradur daou di-skol nevez – ur skolaj e Beuzit ar c’hoadoù (35) hag ur skol e Orvez (44) – emañ Diwan o klask ur g·c’hargad·ez war an diorren.
16/06/2025
Pell labour pe en ul lec'h da dermeniñ
Deiziad embann | 29/08/2025 |
Deiziad evit lakaat e anv | 17/09/2025 |
Deiziad kregiñ | diouzhtu |
Post 60 % Amzer leun – Kevrad termenet adal miz Here 2025 Pell-labour pe en ul lec’h da zibab asambles Labourat a raio an den dindan atebegezh rener ar gevredigezh hag ar burev.
•
Buheziñ ingal ar rouedadoù sokial – Krouiñ danvez, nevesaat hag heuliañ al lec’hienn internet
•
Sevel doserioù kehentiñ evit an tiez-kêr, kevredigezhioù, embregerezhioù bihan ha stalioù
•
Bezañ e darempred gant ar mediaoù : kemennadennoù kehentiñ, radio, skinwel… Sevel pennadoù
•
Darempred gant ar sevenerien (Klip ar ganaouenn, klipoù brudañ) – darempred tost gant ar skipailhoù lec'hel e-pad ar Redadeg
•
Merañ ha lakaat war-wel ar fotoioù bet graet da vare ar Redadeg hag ar Redadegoù kent
Live brezhoneg (C1) ha galleg mat dre skrid ha dre gomz
Barregezhioù graferezh
Mestroniañ mat ar meziantoù kehentiñ
Anavezout mat mont en-dro ar rouedadoù sokial, bed ar c’hazetennoù, ar radio hag ar skinwel ha bed ar c’hevredigezhioù
Yezhoù all (kastilhaneg, saozneg, euskareg, kembraeg, okitaneg, gallaoueg...) a vo deuet mat
Kaout an aotre bleniañ
Doare den
Den youlek gant startijenn, atebek ha frammet mat
Mennet da gas ar brezhoneg war-raok
En h·e aez evit kaozeal dirak an dud
Emren ha gouest da labourat h·e·unan pe en ur skipailh ha gant an dud a youl vat
Rann D (coef 305) emglev ar buheziñ (ECLAT) - 1 300 € kriz/miz
Contrat à durée déterminée
Temps partiel
AR REDADEG A DI DA DI
Ti Ar Vro, 6 plasenn Gwirioù Mab-den
29270 KARAEZ
darempred@ar-redadeg.bzh0651869859