Radio Kreiz Breizh
Gwengamp (22)
An astenn Radio Treger Goueloù zo bet savet e Gwengamp evit kreskiñ an niver a abadennoù ha bezañ tostoc’h eus Treger ha Goueloù. Klask a ra Radio Kreiz Breizh un animatour·ez / kazetenner·ez radio divyezhek evit an astenn-se.
15/05/2025
France Télévisions
Brest (29)
Emañ Frañs 3 o tuta ur c'hazetenner/gazetennerez a-bep-eil, 12 pe 24 miz, e Brest, a-benn an distro-skol 2025.
10/04/2025
Radio Kreiz Breizh
Rostrenn / Gwengamp
Emañ Radio Kreiz Breizh o tuta ur genurzhierez/c'henurzhier divyezhek a-benn miz Meurzh 2025.
04/12/2024
Kemperle (29)
Deiziad embann | 17/07/2024 |
Deiziad evit lakaat e anv | 24/08/2024 |
Deiziad kregiñ | 01/10/2024 |
Kevrad termenet he fad darnamzer (¾ amzer e-pad 12 miz a c'hello mont da gevrat didermen leunamzer). Kregiñ ganti : Miz Here 2024. Amzer labour dre sizhun : 28 e gant DAL. Feuriader 150 Animatour-Tekniko-Realizatour Emglev Labour ar skignañ radio
Dindan renerezh ha pennadurezh kuzul merañ ar gevredigezh e vo kefridi pennañ an animatour·ez produiñ programmoù ranvroel e brezhoneg evit ar radio. Gant peurrest ar skipailh e vo karget ivez da genluskañ ar skignañ, da gas oberezhioù kehentiñ da benn ha da gemer perzh e buhez kevredigezhel ha melestradurel ar radio. Gant ar post-mañ e vo kreñvaet he raktres gant ar gevredigezh en ur zoujañ ouzh ar raktres stur hag en ul labourat a-stroll.
Produiñ programmoù rannvroel e brezhoneg
• Labourat a-rouedad gant ar radioù brezhonek ezel hon kevredigezh (Radio Kerne, Radio Bro Gwened, Radio Kreiz Breizh, Radio Naoned) ha gant kevelerien·ezed hag obererien·ezed Breizh hag a vruda ar brezhoneg.
• Seveniñ ur magazin rannvroel sizhuniek e brezhoneg diwar-benn keleier ar sevenadur, ar sonerezh hag an treuzkemmoù sokial hag endro e Breizh.
• Programmiñ danvez e brezhoneg da vezañ skignet, en o mesk seveniñ ar fichañ hag al lansoù e brezhoneg.
Degemer hag ambroug teknik an dud a youl vat a grou abadennoù e brezhoneg evit Radio BOA war takad kummuniezh kumunioù Kemperle
• E liamm gant Radio Kerne, a zo kiriek eus an danvez produet hag a skign da gentañ an abadennoù a youl vat e brezhoneg, degemer ha sikour ar produiñ abadennoù a youl vat.
• Talvoudekaat war al live rannvroel ul lodenn eus an danvez lec'hel produet e brezhoneg a live gant danvezioù lec'hel all produet e brezhoneg.
Kehentiñ e brezhoneg (kefridi rannet)
Oc'h heuliañ strategiezh kehentiñ ar gevredigezh :
• Kemer perzh e oberezhioù kehentiñ diavaez ar radio e brezhoneg (rouedadoù sokial, lec'hienn internet, darempredoù gant ar gazetennerien·ezed) ;
• Kemer perzh e oberezhioù kehentiñ diabarzh e brezhoneg evit ar radioioù pe an aozadurioù keveler, izili ar gevredigezh.
Kemer perzh ha harpañ buhez kevredigezhel ar radio (kefridi rannet)
• Kemer perzh e emvodoù ar gevredigezh (Kuzul merañ, emvod meur, strolladoù labour) ;
• Sikour da sevel an teuliadoù arc'hantaouiñ (FSER, galvoù da raktresoù) ;
• Harpañ engouestlañ an dud a youl-vat e raktres ar radio.
Labour dindan pennadurezh kuzul merañ ar gevredigezh CORLAB PLUS e kenlabour gant kenuzhier ar radio.
Gouiziegezhioù ha barregezhioù teknikel :
• Brezhoneg komzet ha skrivet live C1+
• Anavezout bed ar c'helenn brezhonek ha brudañ ar yezh, gouiziegezh hollek mat ;
• Anavezout bed ar radioioù kevredigezhel hag an ekonomiezh sokial ha kengred. O kregiñ gant ar post e vo stummet an den war mod aozañ ar radio.
• Skiant prenet gant ar radio degemeret mat. Stummet e vo an den gant skipailh Radio BOA war an teknikoù radio, ar skignañ e Dab+ hag ar binviji kehentiñ niverel (servijerioù diabarzh, lec'hienn internet, rouedadoù sokial) ;
• Kuriusted ha bezañ en h·e bleud gant an teknik dre ret. N'eo ket dav mestroniañ an teknikoù radio met bezañ prest da zeskiñ : stummet e vo an den tamm ha tamm.
• Gouest da skrivañ brav ha da gomz aes dirak an dud ;
• Barrek gant ar stlenneg diazez ha gant ar binjiji rannañ niverel ;
• Diazezoù war ar poelladoù enrollañ ha frammañ ar son ;
Gouzout ober ha doare bezañ :
• Prest da labourat a stroll ;
• Anavezout bed ar c'hevredigezhioù hag e vont en-dro ;
• Bezañ intereset gant yezhoù Breizh, ar sevenadur, ar sonerezh, ar geodedouriezh, ar c'hengred hag an treuzkemm ekologel ha sokial. Bezañ plijet gant an eskemmoù ha kaout ur spered stourm.
• Kuriusted, bezañ digor h·e spered, gouest-mat d'en em azasaat, bezañ diplomatel ;
• Bezañ aozet mat ha gouest da vezañ emren ;
• Gouest da aozañ h·e amzer ha kargoù labour en un doare seder ;
• Kaout ijin ha nerzh-kinnig.
2059,80 € kriz evit ur post leunamzer.
Contrat à durée déterminée
Temps partiel
Lec'h labour : Kemperle, e Radio BOA (3 straed Pont-Aven, 29300 Kemperle). Posubl e vo pellabourat un devezh dre sizhun.
Emstrivadurioù (CV + Lizher emginnig) da gas a-raok ar 24 a viz Eost 2024 da : contact@radioboa.bzh
Emwelioù : eil sizhun miz Gwengolo 2024 e Radio BOA e Kemperle (29).
Radio BOA ( Association CORLAB PLUS)
RADIO BOA (Association CORLAB PLUS)
3 rue de Pont-Aven
29300 Quimperlé
contact@radioboa.bzh