Radio Kreiz Breizh
Gwengamp (22)
An astenn Radio Treger Goueloù zo bet savet e Gwengamp evit kreskiñ an niver a abadennoù ha bezañ tostoc’h eus Treger ha Goueloù. Klask a ra Radio Kreiz Breizh un animatour·ez / kazetenner·ez radio divyezhek evit an astenn-se.
15/05/2025
France Télévisions
Brest (29)
Emañ Frañs 3 o tuta ur c'hazetenner/gazetennerez a-bep-eil, 12 pe 24 miz, e Brest, a-benn an distro-skol 2025.
10/04/2025
Radio Kreiz Breizh
Rostrenn / Gwengamp
Emañ Radio Kreiz Breizh o tuta ur genurzhierez/c'henurzhier divyezhek a-benn miz Meurzh 2025.
04/12/2024
An Alre (56)
Deiziad embann | 02/12/2024 |
Deiziad evit lakaat e anv | 06/01/2025 |
Deiziad kregiñ | 15/01/2025 |
Emañ Brezhoweb o klask un den, paotr pe plac’h, a-benn frammañ abadennoù e brezhoneg. Post leun-amzer, staliet en Alre (56), adalek miz Genver 2025. Ret e vo labourat gant peurrest ar skipailh e-barzh burevioù Brezhoweb, frammañ abadennoù war ar meziant Premiere Pro, filmañ abadennoù a vo ivez posupl ober hervez an den.
- Sellet ouzh ar rushoù filmet, choaz an tammoù gwellañ hag urzhiañ anezho.
- Frammañ ar video gant ar skeudennoù, ar son, ar sonerezh, war Adobe Premiere Pro
- Krouiñ infografiezh gant Adobe After effects (hervez live an den)
- Filmañ abadennoù a vo posupl ober hervez an den
- Ret eo goût brezhoneg
1900 brut
Contrat à durée indéterminée
Temps complet
Digor eo an nor memes ma ne glot ket penn-da-benn ar profil gant ar c'hinnig labour (meziantoù, prantad evit kregiñ...)
Brezhoweb
32 straed Bro Danmark
56400 An Alre
contact@brezhoweb.bzh