Posupl eo embann ur goulenn-labour war Brezhoneg.bzh :

Kenrener·ez skolaj

Diwan

La Bouexière

Lakaat e anv
Deiziad embann 09/05/2025
Deiziad evit lakaat e anv 15/05/2025

Emañ Diwan o klask ur c’henrener / genrenerez evit ar Skolaj 35 e Beuzit-ar-C’hoadoù, an hini kentañ en Il-ha-Gwilen. Ul lec’h n’eus ket e bar evit a sell ouzh diorren ar brezhoneg. Pa ranker plediñ gant al labour melestradurel rik, e vezer e-kreiz ar jeu ivez evit kemer e lod e raktres kaer ur skolaj e brezhoneg penn-da-benn eus ar c’hwec’hvet klas d’ar c’hlas trede ! Ur skolaj nevez flamm e vo ouzhpenn da-se.

Deskrivadur ar post

Kefridioù

Kenrener·ez ar skolaj a zo e-karg eus mont en-dro an ti-skol war an tachennoù da heul :

Pedagogiezh
Buhez-skol
Melestradur
Surentez


D’ar c’henrener / genrenerez eo da gas war-raok al labour evit seveniñ e/he g/c’harg. Evit-se e ranko :

Aozañ ha ren an emvodoù diabarzh : emvodoù skol (c’huzulioù klas, emvodoù pedago, emvodoù skol-ebarzhus…), an emvodoù kuzul merañ ;
Aozañ arnodennoù an deskadurezh stad pe Diwan ;
Merañ skipailh ar skolaj, an implijoù amzer, tuta implijidi ;
Sevel ha merañ ar budged ;
Bezañ e darempred gant ar familhoù, servij Eil Derez Diwan, an deskadurezh stad, an Departamant, ar Rannvro ha tud ar vro ;
Labourat ingal gant tud ar skolaj war ar raktres pedagogel ha desavadurel.

Doare den

Doare den

Diplom Bak + 3 war un danvez a vo kelennet er skolaj dre ret
Skiant prenet en deskadurezh stad d’an nebeutañ (kelenner·ez, penngasour·ez (CPE), kasour·ez)
En ho aes oc’h evit daremprediñ kenkoulz dre gomz ha dre skrid kement e brezhoneg hag e galleg, mestroniañ a rit an urzhiataer hag anavezout a reoc’h mat mont en-dro an Deskadurezh Stad.
Efedus evit aozañ ho labour e ouezit merañ an danvezioù mallusañ ha gouest oc’h da verañ meur a zoser war un dro.

Titouroù war ar post

Doare kevrat

Contrat à durée indéterminée

Amzer labour

Temps complet

Evezhiadenn

Lec’h labour : Beuzit-ar-C’hoadoù
Kevrat : Didermen
Deiziad kregiñ : Miz Even 2025
Gopr kregiñ : diouzh emglev Diwan diwar-benn gopr ar renerien eil derez
Statud : Sterniad·ez
Spletoù : gwarez yec’hed, prevoyañs

Darempred

Diwan

Z.A sant-Ernel

29800 Landerne

tuta@diwan.bzh

0298213369