Diwan Breizh
Beuzid-ar-C'hoadoù (35)
Emañ skolaj Diwan Beuzid-ar-C'hoadoù o tuta kelennerien a-benn distro-skol 2025.
24/06/2025
Deskadurezh Stad / Poellgor Akademiezh ar Gelennadurezh Katolik
Bro Gwened (56)
Emañ Deskadurezh Katolik ar Vro o klask ur c'helenner pe ur gelennerez war an Istor-Douaroniezh e Brezhoneg evit kelenn e skolajoù pe lise e korn-bro Gwened. Eurvezhioù kelenn evit ur bloavezh-skol a-bezh.
23/06/2025
Deskadurezh Stad / Poellgor Akademiezh ar Gelennadurezh Katolik
Kastellbourc'h (35)
Emañ Deskadurezh Katolik Ill-ha-Gwilun o klask un adkelenner / un adkelennerez divyezhek evit ur skol eus kêr Kastellbourc'h adalek miz Gwengolo o tont betek fin ar bloavezh-skol.
23/06/2025
Sant-Brieg (22)
Deiziad embann | 02/12/2024 |
Deiziad kregiñ | diouzhtu |
Emañ Ti ar Vro Sant-Brieg o klask ur gelennerez / c'helenner war ar brezhoneg an abretañ ar gwellañ, evit un erlec'hiadur betek fin miz Kerzu.
Tri strollad a zo :
- d'ar Merc'her eus 2e da 5e gm (3 eurvezh gant un troc'h e kreiz) gant 5 deraouad
- d'ar Merc'her eus 6e da 7e30 gant ur strollad 7/8 den gant ul live etre (4re bloavezh)
- d'ar Yaou eus 6e30 da 8e gant ur strollad 4 den enskrivet en eil bloavezh
Emglev a-stroll ECLAT
Contrat à durée déterminée
Temps partiel
Gopret eo al labour kelenn ha prientiñ ha difrejet ar mont ha dont
Ti ar Vro Sant-Brieg
contact@tiarvro-santbrieg.bzh02 96 77 31 91