Gallout a reer embann ur goulenn-labour war Brezhoneg.bzh :

Kinnigoù heñvel

Skoazeller.ez produiñ ur festival sevenadur Breizh e Bro Douarnenez

Emglev Bro Douarnenez

Douarnenez

Arzoù ha sevenadur
Contrat à durée déterminée
Temps partiel

Emglev Bro Douarnenez, krouet e 1996, a stroll kevredigezhioù ha tud a fell dezho lakaat da vevañ ha rannañ ar brezhoneg ha sevenadur Breizh gant ar muiañ niver, a-hed ar bloavezh. Ar festival Dispar Amzer a zo ur prantad a-bouez hag a bad daou viz, adalek miz Here betek miz Du e bro Douarnenez hag er C’hab. Talvoudoù hag ahelioù pennañ ar festival a zo skignañ ha klask nevezentioù a-fed sevenadur Breizh, reiñ plas d’ar maouezed er grouidigezh-se, krouiñ liammoù etre ar sevenadurioù hag ar rummadoù oad disheñvel. Ouzhpenn an darvoudoù arzel, ar festival a stroll ivez emgavioù degemerus tro-dro d’ar brezhoneg ha da sevenadur Breizh. Emaoc’h o vont da labourat e liamm gant kenurzhierez ar gevredigezh ha da skoazell anezhi da aozañ festival Dispar Amzer 2025. Dindan kiriegezh izili kuzul-merañ ar gevredigezh e vioc’h.

13/06/2025

job_offer.image.alt_text

Rener·ez ur mediaoueg

Ti-kêr Lannarstêr

Lanester

Arzoù ha sevenadur
Contrat à durée indéterminée
Temps complet

Emañ ti-kêr Lannarstêr o tuta rener·ez ur mediaoueg divyezhek, post er rummad A.

12/03/2025

job_offer.image.alt_text

Levraoueger·ez, atebeg·ez gennad

Ti-kêr Plañvour

Plœmeur (56)

Arzoù ha sevenadur
Contrat à durée indéterminée
Temps complet

Emañ ti-kêr Plañvour o tuta un Skoazeller·ez mirerezh ar glad (rummad B), atebeg·ez gennad Krennarded, Oadourien ha Monedusted.

06/03/2025

None

Melestradurezh - Sekretourva

AR VRO BAGAN

Plougerne (29)

Lakaat e anv
Deiziad embann 03/06/2025
Deiziad evit lakaat e anv 23/06/2025
Deiziad kregiñ 01/10/2025

Ur garg sekretourva melestradurezh, kehentiñ, kontadurezh ha daremprediñ

Deskrivadur ar post

Kefridioù

Ar sekretour.ez a genlabouro gant skipailh an implijidi hag izili ar c'huzul-merañ.
Setu ar c'hargoù :
- Merañ an teuliadoù melestradurel
- Degemer dre bellgomz ha merañ al lizhiri hag ar posteloù
- Daremprediñ gant an izili hag ar genlabourerien
- Sevel rakprizioù, kontradoù ha fakturennoù
- Ober war-dro urzhiañ an dafar
- Heuliañ an arc'hantouriezh ha kontadurezh ar strollad
- Degemer an arvesterien da vare ar pezhioù-c'haro ha gwerzhañ levrioù
- Brudañ ar pezhioù-c'hoari
...

Doare den

Kaout barregezhioù teknik ha micherel.

Emaomp o klask unan bennak gant anaoudegezhioù war dachenn ar vuhez kevredigezhel, dedennet gant sevenadur Breizh hag ar c'hoariva.

Ar spered skipailh a zo un dra bennak pouezus evidomp. Kompren ha kaozeal brezhoneg e vefe brav.

Bezañ urzhiet hag aozañ al labour war ar bloavezh a vo ret.

Titouroù war ar post

Gopr

Gopr hervezh taolenn strollad 8 ar c'henemglev strollegel "kevredigezh arz ha sevenadur" - Idcc 1285

Doare kevrat

Contrat à durée indéterminée

Amzer labour

Temps complet

Evezhiadenn

Ezhomm e vo unan bennak aes ober gantañ.i war eurioù-labour, dreist-holl pa vez displeget ar pezhioù-c'hoari (dibenn-sizhun, echuiñ diwezhat).

Darempred

AR VRO BAGAN

95

Hellez Tosta

29880 PLOUGUERNEAU

arvrobagan@orange.fr

0298045006