Ti-kêr Karaez
Karaez-Plougêr (29)
Emañ ti-kêr Karaez o tuta ur gwazour/wazourez ar skolioù-mamm ha buheziñ troskol a-benn ar 01/10/2025, en hentad divyezhek skol Kerwenn.
03/09/2025
AEP Skol Diwan Tregon
Tregon (29)
Emañ AEP skol Diwan Tregon o tuta ur GWAASM a-benn an 27/08 evit ur miz.
22/08/2025
Divaskell Breizh
Naoned (44)
Emañ Divaskell Breizh o klask war-lec'h ur GWAASM divyezhek ar buanañ ar gwellañ.
21/08/2025
Plougerne (29)
Deiziad embann | 01/07/2025 |
Deiziad kregiñ | 01/09/2025 |
Emañ AEP skol Diwan Plougerne o tuta ur skoazeller·ez skol-vamm evit distro-skol 2025-2026. Ur gevrat PEC hini eo. Post da vezañ pourvezet adalek ar c’hentañ a viz Gwengolo evit daouzek miz (21,5e/sizhun ingalet war ar bloavezh). Pe ur gevrat termenet he fad a c'hell bezañ.
Ar skoazeller.ez a raio war dro ur c’hlasad lies-liveoù skol-vamm dindan aotrouniezh ar skolaerez :
- Skoazell ar skolaerez evit degemer, ambroug ha diwall ouzh surentez ar skolidi
- Prientiñ pe/ha buheziñ staliou-labour
- Ober war-dro ar skolidi ha buhezién ehan kreisteiz
- Ober war-dro hag ambroug ar skolidi e-kerzh ar pred er c’hantin
- Buheziñ an amzerioù diavez skol (diwallerezh) en un doare emrenn
- Prientiñ ha kempenn ar salioù klas hag an dafar
- Brezhonez komzet
- Skiant-prenet gant ar vugale
- Bezañ plijet gant ar labour skipailh ha kaout intrudu
- Anavezout lusk hag ezhommou ar vugale
- Barregezhioù war ar buheziñ
- Perzhioù daremprediñ
Contrat à durée déterminée
Temps partiel
Trugarez da gas ho CV ha lizher emginnig da : aep.plougerne@diwan.bzh
AEP skol Diwan Plougerne
aep.plougerne@diwan.bzh