Ti-kêr Montroulez
Montroulez (29)
Emañ ti-kêr Montroulez o tuta ur gwazour/wazourez kempenn hag evezhiañ evit skol Gambetta a-benn miz Gwengolo 2025. Post digor d'an dud kevratet.
19/05/2025
AEP skol Diwan An Oriant
An Oriant (56)
Emañ skol Diwan An Oriant o tuta ur c'henurzhier / genurzhierez liesvarrek troskol ha sekretourva.
16/05/2025
Ti-kêr Bulad-Pestivien
Bulad-Pestivien (22)
Emañ ti-kêr Bulad-Pestivien o tuta ur gwazour/ wazourez liesvarrek troskol divyezhek. Post digor d'an dud kevratet.
12/05/2025
Plounevez-Moedeg (22)
Deiziad embann | 12/06/2025 |
Deiziad kregiñ | 25/08/2025 |
Emañ skol Diwan Plounevez-Moedeg o tuta ur GWAASM a-benn an distro-skol 2025. Kevredigezhel, laik, digoust ha digor d'an holl vugale adalek 2 vloaz eo ar skol. Brezhoneg dre soubidigezh a zo kinniget. 2 skolaer·ez ha 2 pe 3 skoazeller·ez a vo er skipailh pedagogel e karg eus ar skolidi skol-vamm ha kentañ derez en distro-skol a zeu.
Labourat a refet a-gevred gant an eil GWAASM a zo dija er skol e-pad an amzer skol ha troskol er skol-vamm dreist-holl.
Labourat a refet en ur skol dre soubidigezh e brezhoneg, e-barzh ur skipailh. Gant-se, e-kichen ar barregezhioù yezh, e vo ret kaout diazezoù mat war an daremprediñ gant an dud evel war diorren hag ezhommoù ar vugale.
Contrat à durée déterminée
Temps partiel
KTF 12 miz (24 eurvezh ar sizhun/ingalet war ar bloaz)
AEP skol Diwan Plounevez-Moedeg
aep.plounevez-moedeg@diwan.bzh