Gallout a reer embann ur goulenn-labour war Brezhoneg.bzh :
None

Buhezourien kreizenn dudi

Patati

Sant-Ervlan (44)

Lakaat e anv
Deiziad embann 03/04/2025
Deiziad evit lakaat e anv 30/04/2025

Emañ Patati, kreizen dudi vrezhonek anezhi, o klask buhezourien DABU evit Merc'hervezhioù ha vakañsoù-skol bloavezh-skol 2025/2026.

Deskrivadur ar post

Kefridioù

Merañ ha ren obererezhioù dudi, sevenadurel ha pedagogel e brezhoneg.
Kemer perzh e krouidigezh un endro madelezhus hag ambrougus evit ar vugale.
Kemer perzh e treuzkas ar yezh ha sevenadur Breizh dre c'hoarioù, atalieroù ha troiadoù
Gwarantiñ surentez korfel ha speredel ar vugale

Doare den

Dabu pe diplom a live
Brezhoneg komzet ha skrivet live B2 (bezañ en e / he aez dre gomz gant ar vugale)
Startijenn, spered krouiñ, gouest da gemer intrudu ha da labourat a-stroll gant ur skipailh
Skiant-prenet e bed ar yaouankiz a vefe degemeret mat

Titouroù war ar post

Gopr

Hervez emglev stroll Eclat

Doare kevrat

Contrat à durée déterminée

Amzer labour

Temps partiel

Evezhiadenn

Kevrat termenet he fad pe Engouestl Desavadurel (CEE)
Kasit ho CV ha lizher emginnig a-raok an 30 a viz Ebrel da : darempred@patati.bzh

Darempred

Patati

darempred@patati.bzh