Gallout a reer embann ur goulenn-labour war Brezhoneg.bzh :
None

Servij keodedel e Skol Diwan Lesneven

AEP Diwan Lesneven

Lesneven (29)

Lakaat e anv
Deiziad embann 15/06/2025
Deiziad evit lakaat e anv 15/09/2025
Deiziad kregiñ 01/09/2025

Skol Diwan Lesneven a zegemer tud yaouank e servij keodedel abaoe un nebeud bloavezhioù bremañ. Ambrouget e vez anezho gant div heñcherez e-hed ar 6 miz, unan skolaerez war an dachenn hag eben mamm er skol, Ur skipailh 5 skolaerez ha 5 implijiadez a labouro gant an den e servij keodedel.

Deskrivadur ar post

Kefridioù

Meur a gefridi a vo kinniget d'an hini a labouro ganeomp e servij keodedel :
- Ambroug ar vugal er c'hlasoù pe e-pad pourmenadennoù.
- Kemer perzh er raktres deskiñ ha sikour ar skolaerezed da lakaat e plas stalioù emren, asambles gant ar skipailh pedagogel.
- Kinnig c'hoarioù pe stalioù da vare an ehanoù.
- Skoazellañ ar vugale evit o labour-noz da vare an diwallerezh.

Doare den

Klasket a reomp un den etre 18 ha 25 bloaz, en he/e bleud gant ar vugale.
Komz brezhoneg a zo ur splet evit an den war ar renk.

Titouroù war ar post

Gopr

Dic'haou mizvezhiek : 610€

Doare kevrat

Contrat à durée déterminée

Amzer labour

Temps partiel

Evezhiadenn

Emgavioù tuta a vo kinniget penn-kentañ miz Gouere pe miz Eost.

Darempred

AEP Diwan Lesneven

Skol Diwan Lesneven

2 rue Dixmude

29260 Lesneven

pne.diwan.lesneven@gmail.com