Ti-kêr Plañvour
Plañvour (56)
Emañ ti-kêr Plañvour o tuta ur c'hargad/gargadez eus an ensavioù hag an aktaoù melestradurel a-benn ar 01/11/2025. Post digor d'an dud kevratet.
03/09/2025
Ti-kêr Montroulez
Montroulez (29)
Emañ ti-kêr Montroulez o tuta ur skoazeller·ez merañ ha produiñ
05/08/2025
Ti-kêr Montroulez
Montroulez (29)
Emañ ti-kêr Montroulez o tuta un tredaner/dredanerez a-bep-eil evit servij an takad foran.
05/08/2025
Landerne (29)
Deiziad embann | 11/09/2025 |
Deiziad kregiñ | diouzhtu |
Emañ ar rouedad Diwan o klask ur v·merour·ez goproù a savo fichennoù gopr ar c’hopridi o labourat e skolioù, skolajoù, liseoù Aodoù an Arvor, Il-ha-Gwilen ha Liger Atlantel (100/150 fichenn c’hopr). Dindan atebegezh ar benngontourez e labourit ivez gant an den e karg eus ar c’hoskor, ar bennsekretourez ha sekretourez pedagogiezh an eil derez karget da zastum an titouroù war ar goproù. Ebarzhet penn-da-benn e mererezh ar c’hoskor e vo fiziet ennoc’h ivez heuliañ red micherel ar c’hopridi.
Ur rouedad kevredigezhel, laik, digoust ha digor d’an holl eo Diwan. Hiziv an deiz ez eo an hentenn gelenn nemeti o kinnig deskiñ brezhoneg dre soubidigezh. Krouet 48 bloaz zo, ez eus e Diwan 48 skol, 7 skolaj ha 2 lise, dasparzhet war 5 departamant Breizh istorel.
Ho kefridioù a vo dreist-holl :
• Bizskrivañ roadennoù ar goproù war gemm, kontrollañ ha gwiriañ ar fichennoù gopr
• Sevel, kontrollañ, diskleriañ an DSN miziek ha darvoudoù
• Sevel an teulioù fin kevrat
• Heuliañ an emezeladurioù/diemezeladurioù d’ar gwarez yec’hed
• Sevel testenioù fin goproù a denn d’an ezvañsoù (kleñved, mammelezh, ehan labour)
• Sevel teulioù digoll ragevezh evit gopridi ar gevredigezh ha mistri kevratet gopret gant ar Stad
• Bezañ e darempred gant an aozadurioù sokial hag ensavadurioù all a denn d’ar goproù
• Respont da c’houlennoù ar c’hopridi diwar-benn ar goproù
• Sevel red micherel gopridi nevez enfredet.
• Bremanekaat ar redoù micherel diouzh emdroadurioù kaeloù ar goproù
• Respont da c’houlennoù ar c’hopridi diwar-benn o red micherel
• Skoazellañ ha/pe gervel ur pourchaser pa rank bezañ bremanekaet ar meziant goproù
• Kemer perzh er preder war raktresoù a denn da mont en-dro ar servij ha da kudennadoù goproù
• Bezañ den-dave evit raktresoù a sell ouzh diorren ar rouedad
Ouzhpenn goproù Diwan e vo ennoc’h ivez sevel goproù un nebeut kevredigezhioù a ver ar skolioù (KDP, Kevredigezh Desevel Poblik), etre 10 ha 30 fichenn gopr ouzhpenn. Ar fichennoù gopr-mañ a vez savet gant ar poellad AGATE hag e voc’h stummet evit mestroniañ anezhañ. Diouzh ho profil hag ho c’hoant e c’hellfe bezañ fiziet ennoc’h diorren ar servij goproù-mañ.
Doare den :
Bet tapet ganeoc’h ur stummadur kontouriezh BTS/DUT/Aotreegezh dibab koskor, pe ur stummadur mererezh koskor/goproù, ho peus ur skiant-prenañ 5 bloaz d’an nebeutañ e mererezh ar goproù.
Emren ha plijet gant al labour a-stroll ez oc’h strizh war al labour, aes gant an dud ha gouest d’en em azasaat buan ouzh un endro labour nevez.
Anavezout ar meziant « Sage Paie » a vefe deuet mat. Mestroniañ word hag excel (dreist holl excel) a zo pouezus ivez evit ar post-mañ.
Ul live mat e brezhoneg a rankit kaout ivez (B2 pe C1 tapet en DCL) pe diskouez ur gwir youl da zeskiñ brezhoneg.
Diouzh ar skiant-prenet
Contrat à durée indéterminée
Temps complet
Titouroù all :
Doaere kevrat : Kevrat didermen
Amzer labour : Leun amzer 35e dre sizhun
Deiziad kregiñ : Kerkent ha posubl
Gopr : Diouzh ho skiant prenet
Lec’h labour : Sez ar gevredigezh, e Landerne
Evel goprad·ez ar gevredigezh ho peus droad da gaout ur c’henwarez, ur ragevezh ha 6 sizhun koñjeoù paeet.
Kevread Diwan
Z.A sant-Ernel
29800 Landerne
tuta@diwan.bzh02 98 21 33 69