Gallout a reer embann ur goulenn-labour war Brezhoneg.bzh :

Kinnigoù heñvel

job_offer.image.alt_text

Kelenner·ez war ar fleüt-treuz

Ti-kêr Douarnenez

Douarnenez (29)

Arzoù ha sevenadur
Contrat à durée indéterminée
Temps partiel

Emañ ti-kêr Douarnenez o tuta ur c'helenner/gelennerez war ar fleüt-treuz evit he skol sonerezh. Post digor d'an dud kevratet.

23/06/2025

job_offer.image.alt_text

Skoazeller·ez produiñ ur festival sevenadur Breizh e Bro Douarnenez

Emglev Bro Douarnenez

Douarnenez (29)

Arzoù ha sevenadur
Contrat à durée déterminée
Temps partiel

Emglev Bro Douarnenez, krouet e 1996, a stroll kevredigezhioù ha tud a fell dezho lakaat da vevañ ha rannañ ar brezhoneg ha sevenadur Breizh gant ar muiañ niver, a-hed ar bloavezh. Ar festival Dispar Amzer a zo ur prantad a-bouez hag a bad daou viz, adalek miz Here betek miz Du e bro Douarnenez hag er C’hab. Talvoudoù hag ahelioù pennañ ar festival a zo skignañ ha klask nevezentioù a-fed sevenadur Breizh, reiñ plas d’ar maouezed er grouidigezh-se, krouiñ liammoù etre ar sevenadurioù hag ar rummadoù oad disheñvel. Ouzhpenn an darvoudoù arzel, ar festival a stroll ivez emgavioù degemerus tro-dro d’ar brezhoneg ha da sevenadur Breizh. Emaoc’h o vont da labourat e liamm gant kenurzhierez ar gevredigezh ha da skoazell anezhi da aozañ festival Dispar Amzer 2025. Dindan kiriegezh izili kuzul-merañ ar gevredigezh e vioc’h.

13/06/2025

job_offer.image.alt_text

Rener·ez ur mediaoueg

Ti-kêr Lannarstêr

Lanester

Arzoù ha sevenadur
Contrat à durée indéterminée
Temps complet

Emañ ti-kêr Lannarstêr o tuta rener·ez ur mediaoueg divyezhek, post er rummad A.

12/03/2025

None

Kefridiezh servij keodedel

Telenn

Sant-Brieg (22)

Lakaat e anv
Deiziad embann 16/06/2025
Deiziad kregiñ 01/10/2025

Kinnig a ra ar c'hevread Telenn, staliet e Ti ar Vro Sant-Brieg, ur gefridiezh servij keodedel evit kemer perzh en obererezh sevenadurel breizhek ar gevredigezh e bro Sant-Brieg.

Deskrivadur ar post

Kefridioù

Da-geñver e perzh en obererezhioù hollek e Telenn hag e darempred gant ar skipailh gopret ar servij keodedel a c'hallo :

• Kemer perzh e brudañ ar c’hevread hag e obererezhioù. Evel-se e c’hallo ober anaoudegezh gant binvioù ha skoroù kehentiñ a bep seurt (lizheroù kelaouiñ, rouedadoù sokial, lec'hienn Genrouedad, krouiñ skoroù grafek...).

• Reiñ harp d’an darvoudoù sevenadurel (Kan ar Bobl, Mizvezh ar brezhoneg hag ar gallaoueg, Gouel Breizh, diskouezadegoù, prezegennoù...) hag obererezh ar gevredigezh dre vras;

• Kemer perzh en degemer an dud e Ti ar Vro hag e-pad an abadennoù.

• Sikour merañ ha talvoudekaat levraoueg Ti ar Vro ha kemer perzh e obererezh rouedad ar mediaouegoù.

Donemat eo an anaoudegezh eus ar brezhoneg hag/pe ar gallaoueg.

Doare den

Bezañ etre 18 ha 26 vloaz.
Bezañ dedennet gant sevenadur ha yezhoù Breizh.
Kaout barregezhioù etrepersonel matha plijet gant al labour e skipailh.

Titouroù war ar post

Gopr

Digoll servij keodedel

Doare kevrat

Stage

Amzer labour

Temps partiel

Evezhiadenn

Kemenn a c'haller kaout e lec'hienn ar servij keodedel : https://www.service-civique.gouv.fr/trouver-ma-mission/participer-a-laction-culturelle-bretonne-dans-le-pays-de-saint-brieuc-3-68501b6761e19e2f7056a3a1

Darempred

Telenn

Ti ar Vro -l'Ôté

138 rue du Légué

22000 Saint-Brieuc

contact@tiarvro-santbrieg.bzh

0296773191