France Télévisions
Brest (29)
Emañ Frañs 3 o tuta ur c'hazetenner/gazetennerez a-bep-eil, 12 pe 24 miz, e Brest, a-benn an distro-skol 2025.
10/04/2025
Radio Kreiz Breizh
Rostrenn / Gwengamp
Emañ Radio Kreiz Breizh o tuta ur genurzhierez/c'henurzhier divyezhek a-benn miz Meurzh 2025.
04/12/2024
Brezhoweb
An Alre (56)
Emañ Brezhoweb o klask un den, paotr pe plac’h, a-benn frammañ abadennoù e brezhoneg. Post leun-amzer, staliet en Alre (56), adalek miz Genver 2025. Ret e vo labourat gant peurrest ar skipailh e-barzh burevioù Brezhoweb, frammañ abadennoù war ar meziant Premiere Pro, filmañ abadennoù a vo ivez posupl ober hervez an den.
02/12/2024
Gwengamp (22)
Deiziad embann | 15/05/2025 |
Deiziad evit lakaat e anv | 10/06/2025 |
Deiziad kregiñ | 16/06/2025 |
An astenn Radio Treger Goueloù zo bet savet e Gwengamp evit kreskiñ an niver a abadennoù ha bezañ tostoc’h eus Treger ha Goueloù. Klask a ra Radio Kreiz Breizh un animatour·ez / kazetenner·ez radio divyezhek evit an astenn-se.
Abadennoù : An animatour·ez / kazetenner·ez a savo abadennoù, evit se e rank :
- Klask sujedoù, prientiñ an atersadennoù
- Ober hent evit atersadennoù pe degemer tud pedet er studio, buheziñ abadennoù war-eeun.
- Seveniñ enrolladennoù, frammañ an abadenn (an tonioù sonerezh en o zouez) ha programmiñ anezhi, podkastiñ
- Lakaat an abadennoù war ar rouedadoù sokial. Diellañ an abadennoù.
Kevelerezh / Kenlabour :
- Degemer hag ambroug tud a-youl vat evit sevel danvez radio
- Kenlabourat gant radioioù kevredigezhel all ar rouedad Brudañ Ha Skignañ, hag ar CORLAB, pa vez kenbroduet an abadennoù.
- Da geñver kevelerezhioù ar radio, e c’hell ambroug stajidi ha stajiadezed, sevel abadennoù ispisial.
- Kenlabourat gant kevelerien evit lakaat e-plas raktresoù asambles
Skipailh :
Kemer a ra perzh en emvodoù skipailh, degas a ra e·he soñj evit sevel kael ar programmoù, sikour a ra evit sevel teuliadoù ispisial (FSER).
Teknik :
An animatour·ez / kazetenner·ez a c’hellfe ivez sikour evit renkañ kudennoù teknikel, en ur vezañ e darempred gant teknikour ar radio.
Doareoù da labourat :
Labourat a ray e burev Gwengamp, mareoù treuzkas hag emvodoù a vo memes tra e Rostrenn ingal. Gellet a ray labourat diouzh noz hag e-kerzh an dibenn-sizhun, diouzh ezhommoù ar servij (emvodoù, gouelioù ha manifestadegoù hag all.)
- Komz brezhoneg (live B2)
- Resister, bezañ gouest da labourat gant ur skipailh hag en ur mod emren
- Bezañ gouest da vuheziñ – barregezhioù dre gomz ha dre skrid
- Skiant-prenet e bed ar radio pe e bed ar mediaoù, ur stummadur a vo lakaet e-plas a-hend-all
- Mestroniañ an urzhiataerezh, poelladoù burev hag a-vicher : Open Radio, Reaper, Peakpro…
- Spered intrudu, ober kinnigoù evit lakaat e-plas abadennoù nevez
- Barregezhioù war ar c’hehentiñ a vefe deuet mat
- Anavezout mat bed ar sevenadur hag ar sokio-ekomoniezh e Treger-Goueloù a vefe deuet mat ivez
Diouzh Kenemglev-stroll ar gazetennerien ha kazetennerezed
Contrat à durée indéterminée
Temps complet
Kasit ho lizher-emginnig hag ho CV dre bostel d’ar brezidantez Anna TURLUC’H a-raok an 10 a viz Even 2025 :
renerezh@rkb.bzh
Radio Kreiz Breizh
renerezh@rkb.bzh