Gallout a reer embann ur goulenn-labour war Brezhoneg.bzh :

Den e-karg eus ar c’hehentiñ

Skol an Emsav ha Stumdi

Rennes

Lakaat e anv
Deiziad embann 22/07/2025
Deiziad evit lakaat e anv 24/08/2025
Deiziad kregiñ 02/09/2025

AR POST-LABOUR Kevrat : KTF (kevrat termenet he fad) betek resisaat framm ar post a zeuio da vezañ didermen. Implijer pennañ : kevredigezh Skol an Emsav Implijad fiziet er gevredigezh Stumdi (14 eurvezh / sizhun) Gopr : Emglev-stroll an aozadurioù stummañ — pazenn 13 Amzer labour : 35 eurvezh / sizhun Lec’h labour : diazezet e ti Skol an Emsav — Roazhon (da resisaat diouzh an den a vo dibabet) bale bro e Breizh a-bezh, betek sez Stumdi e Landerne ha lec’hioù an daou aozadur. Labour a-bell posubl

Deskrivadur ar post

Kefridioù

PAL
Kas war-raok ha diorren ar stummañ war ar brezhoneg gant aozadurioù
Stumdi ha Skol an Emsav.
Sachañ evezh publikoù nevez.
KEFRIDIOÙ
Ijinañ, kenurzhiañ ha lakaat e pleustr bruderezh Stumdi ha Skol an Emsav
(steuñvennoù kehentiñ, darvoudoù, gounit skolidi ha stajidi...)
Embann teulioù ha dafar brudañ evit ar skipailh hag ar publik, da voullañ ha
niverel enlinenn
Magañ ha kempenn lec’hiennoù skolanemsav.bzh ha stumdi.bzh.
Reiñ buhez da rouedadoù sokial Stumdi ha Skol an Emsav.
BRUDAÑ
Sevel ar steuñvenn gehentiñ (ahelioù labour, deiziataer, dafar, dibab
mediaoù, prenañ bruderezh, rouedadoù sokial) ha dibab ar palioù a-gevret
gant renerien an aozadurioù
Priziañ disoc’h ar c’houlzadoù brudañ (dielfennañ stadegoù, aozañ ostilhoù
heuliañ...)
Sikour da gas ar steuñvenn war wellaat diouzh an disoc’hoù gortozet ha
tizhet...
Embann an teulioù brudañ dindan ur garta c’hrafek unvan ha poellek e pep
stumm (prezantadennoù, teulioù diabarzh ha diavaez).
Treiñ testennoù e galleg hag e brezhoneg diouzh an ezhomm.
Aozañ emvodoù kelaouiñ enlinenn.
Derc’hel ha freskaat ar rolloù skignañ ha darempredoù (lizheroù-kelaouiñ,
rouedadoù sokial, furmskridoù enlinenn).

Kempenn ha derc’hel e ratre vat lec’hiennoù Stumdi ha Skol an Emsav (a-
gevret gant an embregerezhioù a skoazell an daou aozadur-stummañ diouzh an ezhomm).
Chom war evezh ha heuliañ emdroadur an teknikoù ha gizioù kehentiñ (ha
dreist-holl gant bed ar stummañ).

- Stummadurioù hir hag hentad A-Zevri (d’an daoulamm) -
Reiñ da anavezout labour ar skipailhoù hag ar raktresoù o vont war-
raok : brudañ en a-raok (skritelloù, pedadennoù...), e-pad ar stummadurioù (labour ar stajidi, skeudennoù ar postoù war ar rouedadoù sokial), ha goude (trugarekaat, sintezennoù, reportajoù, koulzadoù kelaouiñ...).
Reiñ da welet an darvoudoù a-bouez e-kerzh ar stummadurioù
(obererezhioù dibar, tolpadegoù meur...).
Reiñ da anavezout profil ar stajidi hag ar skolidi.

- Kentelioù sizhuniek ha stajoù -
Koulzadoù brudañ hag enskrivañ.

- Embann (Skol an Emsav) -
Strategiezh da vrudañ ar c’helaouennoù Bremañ ha #brezhoneg.

- Dudi e brezhoneg (Skol an Emsav) -
Brudañ an abadennoù ha darvoudoù sevenadurel.
Diorren ha buheziñ ar rouedad aozadurioù a labour gant Skol an
Emsav.

DARVOUDOÙ
Aozañ forom ar micherioù ha stummadurioù war ar brezhoneg kinniget
gant Stumdi ha Skol an Emsav.
Saloñsoù ha darvoudoù brudañ.
Kemer perzh e darvoudoù a bep seurt en anv Stumdi ha/pe Skol an Emsav
Den e-karg eus ar c’hehentiñ

GOUNIT STAJIDI HA SKOLIDI NEVEZ
Diorren strategiezhioù da sachañ danvez stajidi (termeniñ ha resisaat ar
publik da dizhout, dielfennañ stadegoù ha disoc’hoù ar steuñvennoù
brudañ, heuliañ hag adlañsañ...).
Diorren ha buheziñ ar rouedad aozadurioù a labour gant Skol an Emsav ha
Stumdi.

Doare den

DIPLOMOÙ
Goulennet :
Diplom Barregezh war ar Yezh - Brezhoneg, live B2 war ar 5 barregezh,
pe Aotreegezh war ar brezhoneg
Deuet mat :
BTS pe Aotreegezh war tachenn ar c’hehentiñ.

BARREGEZH TEKNIKEL
Anavezout an ostilhoù hag ar merkerioù da heuliañ evit kas da benn
steuñvennoù kehentiñ efedus.
Mestroniañ ostilhoù Google Workspace (Gmail, Google Drive, Google
Agenda, Google Form, Google Classroom...).
Anavezout mont-en-dro ar savenn WordPress (CMS)
Anavezout an ostilhoù da zielfennañ stadegoù ul lec’hienn internet.
Gouzout labourat war savennoù CANVA he/pe FIGMA.
Embann teulioù gant an urzhiataer (PAO).
Gouzout labourat gant meziantoù evit an embann liesvedia (kempenn
skeudennoù, videoioù).
Gouzout ober gant ul luc’hskeudennerez / kamera.
Mestroniañ an teknikoù da skridaozañ ha da ginnig teulioù (katalog,
embannadurioù niverel ha da voullañ, rouedadoù sokial, video, lec’hiennoù
internet...).
Teknikoù brudañ dre gomz, dre skrid ha niverel.
Reportaj, storytelling, kehentiñ dre zanevelliñ.
Teknikoù ar c’henwerzh.

BARREGEZH DRE-VRAS
Metoù, mont-en-dro hag emdroadurioù ar stummadurioù micherel
Anavezout mont-en-dro ur gevredigezh (furmel ha nann-furmel) hag hec’h
obererezh.
Strategiezhioù brudañ
Bruderezh niverel
Mediaoù (o fublik, kenlabourat gante, embann bruderezh enne)

- Reolennadurioù ha prosezadurioù -
Framm-dave Qualiopi
Reolennoù hollek da wareziñ ar roadoù (RGPD)
Normoù skridaozañ

BARREGEZH D’EN EM ZERC’HEL HA PERZHIOÙ MAT
Bezañ emren da vat
Gouzout selaou ha kompren ar re all
Aozañ h.e labour diouzh an urzh hag ar palioù lakaet
Gouzout adaozañ urzh h.e labour
Gouzout labourat pizh ha resis
Diplomatiezh
Selaou ha kompren an ezhomm
Azasaat h.e labour hag h.e emzalc’h diouzh an degouezh
Kavout plijadur oc’h ijinañ, krouiñ ha neveziñ
Diskouez startijenn hag intrudu
Gouzout labourat dindan berr amzer
Gouzout labourat war meur a raktres war-un-dro
Diskouez doujañs ouzh an urzhaz
Bezañ douget d’an darempredoù gant an dud ha da vuheziñ ur rouedad

Titouroù war ar post

Gopr

Emglev-stroll an aozadurioù stummañ — pazenn 13

Doare kevrat

Contrat à durée déterminée

Amzer labour

Temps complet

Evezhiadenn

EVIT LAKAAT HOC’H ANV
Lizher emginnig
CV
Portfolio (ma ‘peus unan)

Da gas dre bostel da gwenael.dage@skolanemsav.bzh ha
helene.bonniec@stumdi.bzh.

Prantad treuzkas raktreset gant an implijadez e-karg eus ar c’hehentiñ zo war
ar post betek-henn.

Darempred

Skol an Emsav ha Stumdi

Skol an Emsav

8 contour Saint-Aubin

35000 Rennes

gwenael.dage@skolanemsav.bzh

0299387583