Gallout a reer embann ur goulenn-labour war Brezhoneg.bzh :
None

Kazetenner·ez radio

Brudañ ha Skignañ

Rostrenn (22)

Lakaat e anv
Deiziad embann 30/04/2024
Deiziad evit lakaat e anv 29/05/2024
Deiziad kregiñ 01/07/2024

Emañ Brudañ ha Skignañ o tuta ur c'hazetenner/gazetennerez radio divyezhek, adalek ar 1añ a viz Gouere. Lec'h : Rostrenn pe Gwengamp.

Deskrivadur ar post

Kefridioù

- Bezañ perzh en abadenn “Keleier ar Vro” savet gant kazetennerien·ezed
Brudañ ha Skignañ, skignet gant Radio Bro Gwened, Radio Kreizh Breizh,
Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned
- Embann an abadenn geleier, sevel ha frammañ pennadoù kozh
- Labourat abred diouzh ar mintin hag e-kerzh an dibenn-sizhun
Skoazellet e vo an den pa grogo gant al labour.

Doare den

- Brezhoneg komzet ha skrivet (live C1)
- Bezañ en ec’h/hec’h aes gant un urzhiataer (meziantoù Office, Audacity, Reaper...)
- Skiant-prenet e bed ar c'hazetenniñ a vo deuet mat met deraouidi a vo degemeret ivez
- Bezañ emren ha gouest da labourat a-stroll
- Kaout un aotre-bleniañ hag un oto

Titouroù war ar post

Gopr

Gopr hervez emglev ar c’hazetenniñ

Doare kevrat

Contrat à durée indéterminée

Amzer labour

Temps complet

Evezhiadenn

Kas ur CV hag ul lizher emginnig dre bostel a-raok an 29 a viz Mae 2024.
Darempred :
contact@radiobreizh.bzh hag Alan Kloareg, prezidant Brudañ ha Skignañ : a.kloareg@gmail.com

Darempred

Brudañ ha Skignañ

contact@radiobreizh.bzh