Gallout a reer embann ur goulenn-labour war Brezhoneg.bzh :
None

Kelenner / Kelennerez - Naoned hag ar meurgêr

Kentelioù an Noz (KanN)

Naoned (44)

Lakaat e anv
Deiziad embann 27/05/2025
Deiziad kregiñ 01/09/2025

Pouezus eo ar vuhez kevredigezhel evit diorren ha kas raktres KanN a-benn. Labourat a ra ar c’helenner/gelennerez gopret gant ar c’hopridi all, an dud a-youl vat (kelennerien/kelennerezed en o zouez), ha gant pep ezel eus ar C’huzul-Merañ ervat. Pouezus-kenañ eo an dalc’hoù. Ezhommoù bras zo da sevel oberiantizoù kreñv evit treuzkas ar brezhoneg. Dindan atebegezh ar C’huzul-Merañ e heul ar c’helenner/gelennerez ar sturiadoù divizet gant ar pal lakaat da dalvezout ar raktres kevredigezhel e departamant al Liger-Atlantel. Reiñ a ra kentelioù brezhoneg hag aozañ a ra abadennoù luskañ e brezhoneg evit publikoù disheñvel e departamant al Liger-Atlantel.

Deskrivadur ar post

Kefridioù

1. Kelenn ar brezhoneg

• Kelenn ar brezhoneg a-drugarez da gentelioù sizhuniek ha stajoù, war meur a live (eus an deraouidi betek ar re gadarnaet o live).
• Kelenn dreist-holl da greistez ha d’an noz.
• Sevel dafar pedagogel (kentelioù, c’hoarioù ha kement zo) diwar kursus ar gevredigezh a-benn liesdoareañ ha gwellaat ar c’helenn kinniget
• Ober war-dro an deskarded/deskarderezed e-pad ar c’hentelioù hag etre ar c’hentelioù (ezvezañsoù, poelladennoù ha kement zo)
• Kemer perzh e aozadur stajoù hag oberiantizoù ar gevredigezh en ur verañ al lodenn bedagogel.

2. Luskañ e brezhoneg

• Meizañ ha reiñ da wir an abadennoù luskañ e brezhoneg evit kevredigoù disheñvel (bugale vihan, tud yaouank, tud deuet).

3. Labourat a-stroll

• Kenlabourat da vat gant koskor ar c’hopridi, da skouer war ar c’henurzhiañ, evit aozañ kael ar c’hentelioù (salioù, implij-amzer, erlerc’hiadurioù ha kement zo). Gwiriañ eo liammet ar c’hentelioù, ar stajoù, an oberiantizoù an eil gant egile.
• Kemer perzh e kefridioù poentel gant an dud a youl vat (nozvezh an distro-skol, bodadeg veur, foromoù ar c’hevredigezhioù, kenaozañ stajoù hag oberiantizoù ha kement zo).
• Kenlabourat a-dost gant an hini a zo atebeg war ar pedagogiezh ha gant ar C’huzul-Merañ, organ divizout ar gevredigezh, hag heuliañ e sturiadoù.
• Kenlabourat gant aozadurioù all hag a harp ar brezhoneg pe kevredigezhioù sevenadurel.

Doare den

• Teknikoù pedagogel ha kelennus evit kelenn ar brezhoneg.
• Anaoudegezh eus ar metoù kevredigezhel lec’hel (brezhonek en o zouez)
• Kenurzhiañ raktresoù.
• Piaouegezh teknikoù ha binvioù al luskañ hervez publikoù disheñvel
• Anaoudegezh eus luskoniezh ar strolladoù
• Skiant an aozadurezh ha rikted
• Perzhded darempredus, tro-spered an intrudoù hag al labour a-stroll
• Piaouegezh ar binviji burevek
• Diplom adalek Bak +2, peurgetket war dachenn ar buheziñ sokial hag ar c’helenn
• Skiant prenet e luskañ raktresoù ha kenlabour gant tud a youl vat
• Live C1 an Diplom Barregezh war ar Yezh e brezhoneg
• Aotre bleinañ B ha karr personel dre ret

Titouroù war ar post

Gopr

Gopr kriz bloaziek war diazez leun-amzer a 22 323 €

Doare kevrat

Contrat à durée indéterminée

Amzer labour

Temps partiel

Evezhiadenn

• Kevrat amzer didermen (CDI) e darnamzer (50%) gant ur prantad esae ur miz-pad
• Burev staliet e Sant-Ervlan
• Treuzlec’hiañ stank e meurgêr an Naoned hag en departamant
• Labour reoliek da greisteiz ha d’an noz
• Emglev a-stroll ECLAT niv.° 3249
• Mizoù treuzdougen stroll war-goust ar gevredigezh evit 50%
• Mizoù an hent war goust ar gevredigezh
• Mizoù ar gwenwarez war goust ar gevredigezh evit 50%
• 30 devezh oberat a vakañsoù bloaz

Darempred

Kentelioù an Noz (KanN)

Yezhoù ha Sevenadur

12 bali an Angeviniere

44800 Sant-Ervlan

kenteliouannoz@gmail.com

0768472225