Kevread Diwan
Landerne (29)
Emañ ar rouedad Diwan o klask ur v·merour·ez goproù a savo fichennoù gopr ar c’hopridi o labourat e skolioù, skolajoù, liseoù Aodoù an Arvor, Il-ha-Gwilen ha Liger Atlantel (100/150 fichenn c’hopr). Dindan atebegezh ar benngontourez e labourit ivez gant an den e karg eus ar c’hoskor, ar bennsekretourez ha sekretourez pedagogiezh an eil derez karget da zastum an titouroù war ar goproù. Ebarzhet penn-da-benn e mererezh ar c’hoskor e vo fiziet ennoc’h ivez heuliañ red micherel ar c’hopridi.
11/09/2025
Ti-kêr Plañvour
Plañvour (56)
Emañ ti-kêr Plañvour o tuta ur c'hargad/gargadez eus an ensavioù hag an aktaoù melestradurel a-benn ar 01/11/2025. Post digor d'an dud kevratet.
03/09/2025
Ti-kêr Montroulez
Montroulez (29)
Emañ ti-kêr Montroulez o tuta ur skoazeller·ez merañ ha produiñ
05/08/2025
Karaez-Plougêr (29)
Deiziad embann | 27/03/2024 |
Deiziad kregiñ | 01/06/2024 |
C'hoant hoc'h eus da labourat e brezhoneg ? Fellout a ra deoc'h degas ho lod da skipailh an OPAB ha kas ar yezh war-raok er gevredigezh ? Kinnig a ra Ofis publik ar brezhoneg ur post skoazeller koskor.
E diabarzh pol merañ an OPAB e ray ar skoazeller·ez koskor war-dro heuliañ an teuliadoù liammet ouzh ar c’hoskor, un hanter-kant gwazour bennak (tuta, red-micher, stummañ, yec’hed, leve...)
Bac +2
Live B2 e brezhoneg
Diplom pe skiant-prenañ en domani
Darempredoù aes, intrudu, labour e skipailh, barregezh hanteriñ, reoliegezh el labour
Implij er rummad B
Contrat à durée indéterminée
Temps complet
Darempred ha gouzout hiroc’h : evit lakaat h.e anv kas ul lizher emginnig hag ur CV en div yezh da : Aotrou Prezidant, Ofis publik ar brezhoneg, Kastell Kerampuilh, 29270 Karaez-Plougêr.
Ofis publik ar brezhoneg
mathilde.nicolas@opab.bzh02 98 99 30 10