Gallout a reer embann ur goulenn-labour war Brezhoneg.bzh :
None

Ijiner·ez a studioù war an diorren poellgomzer ha web fullstack

CNRS

Brest (29)

Lakaat e anv
Deiziad embann 26/05/2025
Deiziad evit lakaat e anv 10/06/2025
Deiziad kregiñ 01/07/2025

Kaset e vo an diorren da benn e-barzh ar raktres ANR "skiantoù gant hag evit ar gevredigezh (SAPS)" anvet YAR [Yezh Ar Vro], a glask reiñ an dorn d'ar vrezhonegerien war an dastum hag ar c'hendreuzskrivañ eus al lavar lip. Renet eo ar raktres gant labourva IKER er CNRS, o c'henlabourat gant enklaskerion all e meur a labourva CNRS, kevredigezh Dastum, hag ivez aozadurioù stummañ war ar yezh (Stumdi, Roudour, Mervent). Pal ar raktres a zo produiñ binvioù a ro tro da dud a-youl vat ha da zeskidi brezhoneg nebeut-tre a gouidigezhioù teknikel ganto, da enrollañ brezhonegerien a-vihanik ha treuzskrivañ an enrolladennoù (gant sikour o c'helennerien). Ar roadennoù dastumet a vo implijet neuze evit sevel dafar deskadurezh ha patromoù treuzskrivañ emgefre.

Deskrivadur ar post

Kefridioù

Sevel, e-barzh ar raktres YAR [Yezh Ar vRo], un arload hezoug evit dastum roadennoù sonerezh geolec'hiet hag ur lec'hienn web evit selaou ha treuzskrivañ ar roadennoù-se dre zorn. Kaset e vo an argerzh diorren da benn e kenlabour tost gant enklaskerien ha stummoù kevredik ar raktres. Dre ma vez sellet ouzh un etrefas gant ar raktres Mozilla Common Voice e vefe un dra talvoudus-kenañ gouzout diwar-benn an teknologiezhioù stak-mañ.
- Kemer perzh en dielfennadur ezhommoù gant strolladoù-fokus e-barzh an tresañ ergonomek kreizennet war an implijer
- Sevel un arload hezoug evit dastum roadennoù son
- Sevel ur lec'hienn web evit ar c'hendreuzskrivañ dre gemer perzh
- Sevel amprouennoù unanennoù
- Lakaat an teuliadoù teknikel da dalvezout
- Lakaat da dalvezout arnodennoù implijerien ha diorren adveaj (iterativ)

Doare den

- Mestroniañ ar programmiñ web, en o zouez : TypeScript (React), SQL, HTML, CSS
- Kaout anaoudegezh eus ijinouriezh ar meziantoù
- Anavezout an doareoù, an ostilhoù, ar standardoù hag an argerzhoù kalite
- Kaout barregezhioù war an tresañ ergonomek kreizennet war an implijer
- kaout ul live mat a gemennadennoù dre skrid ha dre gomz, saozneg teknikel lennet ha skrivet. Komz brezhoneg zo un avantaj.

Titouroù war ar post

Gopr

etre 2466€ ha 2632€ kriz/miz hervez skiant-prenet

Doare kevrat

Contrat à durée déterminée

Amzer labour

Temps complet

Evezhiadenn

CDD 12 miz
deskrivadenn ofisiel da vezañ kavet amañ:
https://emploi.cnrs.fr/Offres/CDD/UMR5478-MELJOU-001/Default.aspx

Darempred

CNRS

melanie.jouitteau@iker.cnrs.fr