Patati
Sant-Ervlan (44)
Emañ Patati, kreizen dudi vrezhonek anezhi, o klask buhezourien DABU evit Merc'hervezhioù ha vakañsoù-skol bloavezh-skol 2025/2026.
02/07/2025
CLAJ Karaez
Carhaix (29)
Emañ ar CLAJ e Karaez o tuta ur buhezour/vuhezourez evit un degemer a-stroll evit bugale 3-12 vloaz e brezhoneg.
25/06/2025
Ti ar Vro Landerne-Daoulaz
Landerne (29)
O tuta ur buhezour·ez emañ Ti ar Vro Landerne Daoulaz evit ar c’hentelioù-noz brezhoneg hag ar buheziñ.
23/06/2025
Benac'h (22)
Deiziad embann | 11/06/2024 |
Deiziad kregiñ | 06/07/2024 |
Emañ Ti ar Vro Gwengamp o tuta buhezourien divyezhek, adalek ar 6 betek an 13 a viz Gouere.
Klasket ‘vez buhezourien evit ar c’hamp war an natur "Al leger, luskellerez huñvreoù". 20 bugel a vo etre 6 ha 12 vloaz. Ret vo ober war o zro ha kemer e karg prantadoù buheziñ tro-dro. Kinniget e vo prantadoù buheziñ gant kreizenn Dour ha Stêrioù breizh :
- Dizoleiñ an natur tro-dro al Leger
- Sevel milinoù-bihan
- Pourmenadennoù war droad e Benac’h
- Mont d’an akwariom
- Istorioù eus ar Vro
- Ober kaiak
En un ti e vo kousket. Ret e vo deomp fardañ ar boued gant ar vugale ha gall a rimp sevel ha kinnig obererezhioù ouzhpenn d’ar/gant ar vugale.
Un den gant startijenn, intrudu, brezhoneg flour hag an DABU, laouen da fardañ boued
88€ kriz / devezh
Contrat à durée déterminée
Temps complet
Ar c'hamp a grogo d'ar 7 a viz gouere met e vo aozet un devezh labour d'ar 6 a viz Gouere. * Prest d'ober emvodoù skipailh a-raok.
TAV Gwengamp
3 plasenn maez ar Rouez
22200 Gwengamp
kreizenn.dudi@tiarvro-gwengamp.bzh02 96 44 27 88