AR REDADEG A DI DA DI
Pell labour pe en ul lec'h da dermeniñ
Post 60 % Amzer leun – Kevrad termenet adal miz Here 2025. Pell-labour pe en ul lec’h da zibab asambles. Labourat a raio an den dindan atebegezh rener ar gevredigezh hag ar burev.
29/08/2025
Raok
Carhaix / Rostrenen
Dindan aotrouniezh burev kevredigezh Raok, o kenlabourat gant eil goprad ar gevredigezh hag ar youlidi, e vo karget ar goprad da vuheziñ ha da gas da benn ar raktresoù war ar brezhoneg.
04/08/2025
Skol an Emsav ha Stumdi
Roazhon (35)
AR POST-LABOUR Kevrat : KTF (kevrat termenet he fad) betek resisaat framm ar post a zeuio da vezañ didermen. Implijer pennañ : kevredigezh Skol an Emsav Implijad fiziet er gevredigezh Stumdi (14 eurvezh / sizhun) Lec’h labour : diazezet e ti Skol an Emsav — Roazhon (da resisaat diouzh an den a vo dibabet) bale bro e Breizh a-bezh, betek sez Stumdi e Landerne ha lec’hioù an daou aozadur. Labour a-bell posubl
22/07/2025
Landerne (29)
Deiziad embann | 11/09/2025 |
Deiziad evit lakaat e anv | 28/09/2025 |
Asambles gant ar renerezh hag ar burev e savoc’h hag e lakait e pleustr ur steuñv kehentiñ diabarzh ha diavaez evit : • Kemer perzh e talvoudekaat skeudenn ha brud Diwan ; • Aesaat lusk a c’heleier er rouedad a-bezh ; • Engervel ar familhoù, an dud a-youl vat hag ar brofourien ; • Brudañ ar mesenerezh hag ar c’hevelerezhioù ; • Ober war-dro en enskrivadurioù betek al lise ; • Kreñvaat an darempredoù hag ar c’henstagañ er c’hevread.
Emañ Diwan o skoliata milieroù a skolidi e brezhoneg a-drugarez d’ur rouedad skolioù, skolajoù ha liseoù, ennañ skipailhoù mennet ha tud a-youl vat e Breizh a-bezh.
1) Kehentiñ diabarzh
• Sevel ha skignañ ar skoroù (lizhiri-kelaouiñ, intranet, postelioù) ;
• Buzehiñ ur rouedad tud oberiant (gopridi·adezed, tud a-youl vat) ;
• Harpañ aozadur ha talvoudekadur prantadoù buhez ar c’hevread (emvod meur, devezhioù eskemm, kuzulioù skol) ;
• Skignañ ha diellaouiñ an teulioù ofisiel.
2) Kehentiñ diavaez & darempredoù mediaoù
• Kemer perzh e krouiñ ur skeudenn positivel ha brud vat ar c’hevread ;
• Sevel/skignañ kemennadennoù ha teulioù ; aozañ prezegennoù ha pennadoù-kaoz ;
• Merañ ur rouedad kazetennerien, levezonerien ha kevelerien emsavadurioù ;
• Talvoudekaat oberoù ar skolioù/skolajoù/liseoù hag ar c’huzulioù skoazell.
3) Kehentiñ niverel
• Buheziñ ha bremanaat al lec’hienn internet hag intranet ;
• Merañ ar rouedadoù sokial (linenn stur, buheziñ, habaskaat, danevellañ) ;
• Krouiñ danvez liesvedia (pennadoù, skoroù, videoioù, podkastoù) ;
• Bezañ evezhiek war ar c’heleier niverel ha mediatek.
4) Darvoudoù & mesenerezh
• Kenurzhiañ kehentiñ an darvoudoù (gouelioù ar skolioù, sonadegoù, dorioù digor, koulzad profoù).
• Sevel ar skoroù (follennoù-nij, skritelloù, lizhiri-kelaouiñ, kakemonoioù).
• Talvoudekaat ar mesenerezh hag ar c’hevelerezhioù (kitoù profourien, kehentiñ arbennik).
• Prederiañ war an ostilhoù dastum ha heuliañ (furmskridoù, koulzadoù).
5) Heuliañ & kenfurmded
• Lakaat e pleustr titourennoù (web, rouedadoù sokial, brud er mediaoù).
• Eveshaat ouzh ar c’henfurmded reoliek, dreist-holl war an RGPD.
Doare den
• Brezhoneg dre gomz ha dre skrid (ret-holl).
• Anavezout mat rouedad Diwan hag ar mont en-dro.
• Diazezoù mat war c’hehentiñ & marketing niverel, merañ raktresoù.
• Barrek war Google Workspace / Office hag ostilhoù graferezh (Canva, InDesign, Photoshop…).
• Barrek-kenañ dre skrid ha dre gomz ; komz dirak an dud
• Aozet mat, emren, oberiant war ar prim, aes gant an dud ha kaout diplomatiezh
• liesvarrek, spered krouiñ hag intrudu ; plijet gant al labour a-stroll.
Hervez skiant prenet ha barregezhioù
Contrat à durée indéterminée
Temps complet
Lec’h : Landerne (sez) — monedonoù ingal e Breizh
• Kevrat didermen leun amzer
• Gopr hervez skiant prenet ha barregezhioù an den
• Monedonoù ingal e Breizh ; bezañ dibres diouzh an noz ha d’an dibenn-sizhun a-wechoù.
Kevread Diwan
Z.A sant-Ernel
29800 Landerne
tuta@diwan.bzh0298213369