DIWAN
Bretagne
Emañ Diwan kentañ Derez o klask erlec'hierien/ erlec'hierezed evit an distro 2025. Meur a bost zo da bourveziñ - Postoù leun amzer evit ar bloavezh-skol - skol Felger - skol Roazhon - skol Naoned Postoù hanter- amzer - Etre skol Rianteg, Gwened, Baod ha Pondi - skol Sant Ervlan
16/07/2025
DIWAN
Bretagne
Emañ Diwan kentañ Derez o klask erlec'hierien/ erlec'hierezed evit an distro 2025. Meur a bost zo da bourveziñ - Postoù leun amzer evit ar bloavezh-skol - skol Felger - skol Roazhon - skol Naoned Postoù hanter- amzer - Etre skol Rianteg, Gwened, Baod ha Pondi - skol Sant Ervlan
16/07/2025
AEP Ecole DIWAN d'Auray
AURAY
Didan kiriegezh renourez ar skol hag an AEP, -Skoazell a rit ar c'helennerezed e-pad an euriadoù klas : degemer, reolennoù yec’hed ar vugale ha renkañ an dafar-skol. -Kemer a rit perzh evit evezhiañ ar porzh-skol. -Gober a rit àr-dro ar vugale e-pad ar prantadoù troskol (predva) hag ar prantadoù kousk. -Lakaat a rit al lec’h hag an dafar da vout prop ha kempennet. Barregezhioù rekis : Brezhoneg flour (skrivet, lennet ha komzet) rak ar brezhoneg eo yezh buhez ha yezh kelenn ar skol Doujañs doc’h ar reolennoù yec’hed, propder ha surentez. Implij produioù naetaat ha kempenn. pasianted ; barregezhioù Selaou, daremprediñ, raktresañ hag en em azasaat.
12/07/2025
Gwengamp (22)
Deiziad embann | 07/12/2023 |
Deiziad evit lakaat e anv | 14/12/2023 |
Deiziad kregiñ | 02/01/2024 |
Bez emañ aozadur stummañ Stumdi o klask ur stummer·ez war ar brezhoneg etre Miz Genver ha miz Even 2024. Aboae 27 bloaz emañ Stumdi o kinnig stummadurioù micherel dre soubidigezh. E miz Genver e vo digoret ur c’hlasad nevez e Gwengamp. Klask a reomp ur stummer·ez ouhzpenn evit klokaat skipailh Bro Dreger.
- Prientiñ ar c’hentelioù o heuliañ programm ha mont en-dro ar greizenn stummañ gant sikour ar stummerien.
- Prientiñ dafar pedagogel a-zere.
- Stummañ ar stajidi war 5 barregezh ar CECRL e brezhoneg er stummadurioù micherel 6 miz ha 3 miz.
- Kemer perzh en emvodoù kenurzhiañ.
Barregezhioù ret :
- Live brezhoneg uhel dre-gomz ha dre-skrid : C1 – live 5 an DBY pe Aotreegezh war ar brezhoneg
- Bezañ gouest da verañ e amzer-labour (kelenn er c’hlas, enklask/prientiñ kentelioù, kefridioù all a denn da vont-en-dro ar greizenn stummañ
- Implijout beñvegoù skipailh enlinenn (Ostilh Google)
- Aotre-bleniañ
Barregezhioù deuet mat :
- Diplom / Skiant-prenet war ar c’helenn hag ar bedagogiezh
- Anavezout bed ha mont-en-dro ar stummañ evit an dud deuet
- Anavezout an teknikoù pedagogel a-vremañ war ar c’helenn yezhoù
- Bezañ gouest d’ober gant benvegoù ha teknikoù kelenn a-bell
Pazenn 12
Contrat à durée déterminée
Temps complet
Kentelioù e Gwengamp evit al lodenn vrasañ. Kentelioù e lec’hioù all diouzh an ezhomm. Kentelioù diouzh an deiz
Ur stummadur a vo kinniget e diabarzh ar greizenn, e Gwengamp pe e Landerne. Ouzhpenn-se e vo harpet hag ambrouget ar stummer nevez gant ar skipailh.
Kasit ur CV hag ul lizher en em ginnig da contact@stumdi.bzh a-raok ar yaou 14/12/2023.
Stumdi
contact@stumdi.bzh02 98 21 39 94