Ofis publik ar brezhoneg
Karaez-Plougêr (29)
C'hoant hoc'h eus da labourat e brezhoneg ? Fellout a ra deoc'h degas ho lod da skipailh an OPAB ha kas ar yezh war-raok er gevredigezh ? Kinnig a ra Ofis publik ar brezhoneg ur post skoazeller koskor.
27/03/2024
Diwan
Da geñver krouidigezh ur post labour, emañ ar rouedad Diwan o klask un den atebeg war an arc’hant ha merañ an tiez-skol. Stag ouzh renerezh ar gevredigezh, e vefet karget da genurzhiañ servijoù kontouriezh tiez-skol an eil derez ha da lakaat e plas diarbennoù da stabilaat kempouez arc’hant an eil derez. Bez e vefet ivez kendivizer·ez tostañ renerezhioù an eil derez evit ar pezh a sell ouzh merañ o savadurioù ha tiez-skol.
26/03/2024
Divaskell Breizh
Aradon (56)
Divaskell Breizh zo ur gevredigezh yaouank, krouet e dibenn 2020 gant kerent skolidi mennet. Hiziv an deiz ez a en-dro 20 kevredigezh lec’hel, en o zouez 10 pol, hag a zileur kerent skolidi divyezhek eus 42 skol. Frammet eo Divaskell Breizh en-dro d’ur burev, ennañ 5 ezel, hag ur C’huzul-merañ. Skoazellet e vez an obererezh abaoe bloaz gant ur c’henurzhier. Dre ma kresk ha ma aoz devezhioù-departamant emañ ar gevredigezh Divaskell Breizh oc’h ober muioc’h a draoù melestradurel eus miz Meurzh da viz Mezheven. Evit kreskiñ obererezh Divaskell Breizh e ranker enfredañ ur skoazeller·ez melestradurel hiziv an deiz.
26/02/2024
Roazhon (35)
Deiziad embann | 05/03/2024 |
Deiziad evit lakaat e anv | 30/03/2024 |
Deiziad kregiñ | 01/05/2024 |
Emañ ar gevredigezh Skeudenn Bro Roazhon o tuta ur sekretour·ez divyezhek.
Ober war-dro al labour sekretouriezh pemdeziek :
- sevel hag aozañ an teuliadoù
- merañ ha heuliañ deiziadur ar gevredigezh
- rummata ha diveskañ an teulioù
- troidigezhioù e brezhoneg
- merañ an darempredoù, restr an izili hag ar gevelerien
- heuliañ an teulioù hag ar c'hendivizioù a liamm ar gevredigezh ouzh he c'hevelerien
- merañ ar pourvezhioù
- degemer er burev ha dre bellgomz
- resev ha diveskañ ar posteloù war baper ha niverel
- merañ ar rouedadoù sokial hag ar c'hehentiñ
Sikour buhez ar gevredigezh :
- aozadur an darvoudoù
- aozadur an emvodoù
- mestroni ar brezhoneg, dre skrid ha dre gomz
- anavezout mat sevenadur Breizh
- anavezout bed ar c'hevredigezhioù hag he mont en-dro
- gallout skrivañ en un doare brav
- mestroni war ar benveg urzhiaterezh ha burevek
- mestroni war ar rouedadoù sokial
Bezañ aozet, emren, prevezded
Emglev a-stroll ECLAT strollad B
Kevrat termenet he fad
Leunamzer
Labour e-pad nozvezhioù zo ha dibennoù-sizhun zo, mont-ha-dont da geñver an abadennoù aozet gant ar gevredigezh.
Kevrat termenet ur bloavezh a c'hall emdreiñ en ur gevrat didermen.
Skeudenn Bro Roazhon
29 B straed an Donelière
35000 Roazhon
presidence@skeudenn.bzh