Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Marc'had al labour

Eus an eil bloaz d'egile e vez muioc'h-mui a bostoù labour a vez goulennet digant an dud a fell dezho mont warno bezañ barrek war ar brezhoneg (1 300 post bennak e 2012).

An tachennoù ma implijer brezhonegerien

Gant ar brezhoneg e c'haller kavout ur vicher ivez : 1 600 post kevatal da implijoù leunamzer zo bet renablet gant Arsellva implij ar yezhoù.

E bed ar c'helenn ez eus ezhomm eus brezhonegerien dreist-holl, ha bep bloaz e kresk an niver a gelennerien. Postoù zo ivez evit merañ ar frammoù (renerezh, sekretouriezh, kontouriezh...), e bed ar mediaoù, er strollegezhioù lec'hel... War greskiñ ez a an niver a vrezhonegerien war dachenn an degemer bugaligoù abaoe un nebeud bloavezhioù. Ma fell deoc'h kaout ur c'hinnig eus ar micherioù-se e c'hellit klikañ war al liamm-mañ ivez ha lenn teul an ONISEP. Gallout a rit ivez lenn an teul a ginnig disoc'hoù enklask 2012 Arsellva implij ar yezhoù.

Mont en-dro

Er bajenn-mañ e c'hallit sellet ouzh ar c'hinnigoù-labour nevez hag ivez embann ur c'hinnig-labour a rankit ennañ resisaat, en div yezh, peseurt doare post eo, pelec'h e vo, peseurt kevrat e vo, ha reiñ ho chomlec'h.

CV

Gallout a rit gwelet CVoù brezhonegerien a ginnig o barregezhioù dre glikañ amañ.

koumanantiñ d'ar gwazhioù RSS RSS

Kas un emstrivadur eeun

10 respont war 21 - Pajenn 2/3
  • Kelenner.ez brezhoneg evit an oadourien

    Lec'h : Meurgêr Naoned, el Liger-atlantel gwechoù zo

    Tachenn : Kelenn brezhoneg d'an oadourien

    Deiziad : 08/11/2021

    Doare : Darnamzer (Kevret termenet he fad)

    Post da bourvezañ d'an : Genver 2022

    Evit gouzout hiroc'h

  • GWAASM e Diwan

    Lec'h : Boulvriag

    Tachenn : Buhezañ ha kempenn

    Deiziad : 08/11/2021

    Doare : Darnamzer (Kevrat termenet he fad)

    Post da bourvezañ d'an : Miz C'hwevrer 2022

    Evit gouzout hiroc'h

  • Kelenner.ez war ar brezhoneg en 2l derez publik

    Lec'h : Naoned

    Tachenn : Kelenn ar brezhoneg

    Deiziad : 29/10/2021

    Doare : Darnamzer (Kevrat termenet he fad)

    Post da bourvezañ d'an : Diouzhtu -Mallus

    Evit gouzout hiroc'h

  • Kenurzhier.ez divyezhek - Kargad.ez diorren

    Lec'h : Rieg

    Tachenn : Buhezañ ha diorren

    Deiziad : 29/10/2021

    Doare : Leunamzer (Kevrat didermen)

    Post da bourvezañ d'an : D'ar 15 a viz Du 2021

    Evit gouzout hiroc'h

  • Kenurzhier.ez divyezhek karget eus an diorren

    Lec'h : Labour er gêr + emvodoù

    Tachenn : Kenurzhiañ ha diorren

    Deiziad : 27/10/2021

    Doare : Leunamzer (Kevrat didermen)

    Post da bourvezañ d'an : d'an 3 a viz Genver 2022

    Evit gouzout hiroc'h

  • Skoazeller.ez-teuliour.ez divyezhek

    Lec'h : Gwened

    Tachenn : Teuliaouiñ

    Deiziad : 25/10/2021

    Doare : Hanter amzer (Kevrat termenet he fad)

    Post da bourvezañ d'an : D'ar 1añ a viz Kerzu 2021

    Evit gouzout hiroc'h

  • Skoazeller.ez stummañ

    Lec'h : Karaez

    Tachenn : Sekretouriezh

    Deiziad : 20/10/2021

    Doare : Leunamzer (Kevrat termenet he fad (12 miz))

    Post da bourvezañ d'an : D'an 10 a viz Genver 2022

    Evit gouzout hiroc'h

  • Kelenner.ez divyezhek er 1añ derez publik

    Lec'h : Takad Kemper-Kemperle-Skaer

    Tachenn : Kelenn e brezhoneg er skolioù publik

    Deiziad : 18/10/2021

    Doare : leunamzer (Kevrat termenet he fad)

    Post da bourvezañ d'an : Diouzhtu - Mallus

    Evit gouzout hiroc'h

  • Buhezour.ez bugaligoù

    Lec'h : Gwened

    Tachenn : Bugaligoù

    Deiziad : 13/10/2021

    Doare : Leunamzer (Kevrat termenet he fad)

    Post da bourvezañ d'an : D'an 2 a viz Du 2021

    Evit gouzout hiroc'h

  • Stummerien war ar brezhoneg

    Lec'h : Roazhon hag Il-ha-Gwilen

    Tachenn : Kelenn brezhoneg d'an oadourien

    Deiziad : 13/10/2021

    Doare : Darnamzer (Kevrat termenet he fad)

    Post da bourvezañ d'an : Diouzhtu - Mallus

    Evit gouzout hiroc'h

10 respont war 21 - Pajenn 2/3

Kasit ar pennad-mañ da dud all