Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

JocondeLab e brezhoneg

Web gwelet en he brasañ Stumm brezhonek ar lec'hienn genrouedad

Lec'hienn genrouedad 11/02/2014

JocondeLab a ginnig aesaat an eskemmoù, e kement yezh a gaver al lec’hienn-se, etre Wikipedia ha Joconde evit pinvidikaat an teknikoù klask enni koulz hag evit magañ an danvez anezhi.

N’eo ket bet savet ar blog Jocondelab evit kemer plas lec’hienn Joconde (lec’hienn hag a ginnig katalogoù skeudennoù ha dielloù eus dastumadegoù mirdioù Frañs, ouzhpenn 400.00 daveenn).

Lakaet eo bet enlinenn evit kinnig un doare all da verdeiñ el lec’hienn Joconde, er skeudennoù hag en dielloù, a-drugarez da skoazell an dud a c’hell lakaat danvez e Wikipedia en holl yezhoù kinniget (14 yezh en holl, ar brezhoneg, an euskareg, ar c’hatalaneg hag an okitaneg en o zouez).

Gant an DGLFLF eo renet ar raktres-se, gant ar pal kas al liesyezhegezh war-raok.

Evit gouzout hiroc’h ha kemer perzh e JoncondeLab, klikit amañ.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

An evezhiadennoù0