Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

1300 post brezhonek

Web gwelet en he brasañ Meriadeg Vallerie, eus Arsellva Implij ar Yezhoù, Lena Louarn, Prezidantez, Fulup Jakez, Rener.

Ekonomiezh 25/11/2013

D’an 20 a viz Du 2013 e oa bet kinniget gant OPAB e enklask nevez war ar brezhoneg ha marc’had al labour e Klub ar gazetennerien e Roazhon.

Gant Arsellva Implij ar Yezhoù eo bet nevesaet an enklask kentañ bet graet e 2006 evit priziañ an niver a bostoù ma kemerer e kont ar varregezh « brezhoneg ». En ur ober 6 vloaz ez eus bet savet 400 post ouzhpenn : eus 900 post e 2006 omp tremenet da 1300 e 2013, da lavaret eo + 40%.

Gant ar c’helenn ez a 80% eus ar postoù-se, diwar lañs ar c’helenn divyezhek (800 post kelenner divyezhek zo bremañ). En 20% a chom e kaver ar « merañ frammoù » (postoù renerezh, sekretouriezh, kontouriezh, tud karget a gefridi), ar mediaoù, ar sevenadur… Kresket eo lodenn ar servijoù d’an dud ivez dre ma kresk an niver a bostoù evit ar vugaligoù.

E 2017 e tlefe bezañ etre 1500 ha 1900 post kevatal leunamzer ma c’houlenner ar varregezh « brezhoneg ». Danvez ouzhpenn evit ar c’hreizennoù-stummañ a ginnig ar stajoù 6 miz da zeskiñ brezhoneg.

distreiñ da roll ar c'heleier

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob