Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Skoazell e bed an hanteriñ-yaouankiz

Web gwelet en he brasañ

Stummadur 31/08/2022

Diwar vremañ an dud a-vicher e bed an Hanteriñ hag ar Yaouankiz a c'hell bezañ skoazellet evit heuliañ ur stummadur hir e brezhoneg e-pad 6 pe 9 miz.

Stignad nevez e distro-skol : kinnig a ra ar Rannvro ur skoazell Desk Hanteriñ-yaouankiz d’ar stajidi a fell dezho labourat da micherioù an Hanteriñ hag ar Yaouankiz.

Betek-henn ar skoazelloù DESK a oa evit ar re a zibabe mont war-zu ar c’helenn divyezhek (Desk Kelenn) pe micherioù war-dro ar vugaligoù (Desk Bugaligoù).

Evit goulenn ar stignad Desk Hanteriñ-Yaouankiz e ranker bezañ e-sell da bleustriñ e brezhoneg war unan eus micherioù an hanteriñ-yaouankiz en ur framm hag a zegemer tud yaouank er mareoù troskol pe e-maez an amzer skol : kelenner·ez sonerezh, dañs, arzoù-neuziañ, buhezour·ez sportoù, hanterour·ez skiantoù (roll diglok).
Ar stajidi gentañ a c'hello bezañ skoazellet adalek miz Gwengolo 2022.

Titouroù :

Evit kavout ur stummadur hir nepell diouzh du-se e c’hallit sellet ouzh ar bajenn-mañ.

Kavout a reoc’h an holl ditouroù talvoudus diwar-benn ar stignad nevez Desk hanteriñ-yaouankiz war lec’hienn Rannvro Breizh.

Taolit evezh ! Dav eo kas ar goulennoù Desk Hanteriñ-yaouankiz a-benn an 10 a viz Gwengolo d’an diwezhatañ evit ar stummadurioù 6 miz etre miz Gwengolo ha miz Meurzh, hag a-benn an 31 a viz Genver d’an diwezhatañ evit ar stummadurioù 6 miz etre miz Genver ha miz Mezheven.

distreiñ da roll ar c'heleier

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob