Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Diskouezadegoù e brezhoneg

Web gwelet en he brasañ

Gweladenn 18/01/2018

Gant Mirdi Breizh, e Roazhon, e vez aozet diskouezadegoù berrbad liesseurt.

Abaoe bloavezioù e vez troet an diskouezadegoù-se e brezhoneg gant an OPAB.

Aozet e vez ivez gweladennoù brezhonek gant Paskal Nignol.

Gallout a reer kavout an holl droidigezhioù bet graet betek-henn e pajenn vrezhonek lec’hienn ar mirdi.

Danvez a-feson a vo kavet aze diwar-benn temoù a bep seurt hag a c’hall bezañ talvoudus koulz d’ar re zo o teskiñ, bras ha bihan, ha da Yann Vrezhoneger.

Evit pellgargañ ar pennadoù, klikañ amañ.

Un nebeud bloavezhioù zo e oa bet troet ivez, gant ar servij Treiñ-Aliañ, danvez pedagogel evit ar gelennerien diwar-benn diskouezadeg-pad ar mirdi : Hollved eo Breizh.

Ar fichennoù ha karnedoù pedagogel-se a c'heller pellgargañ amañ.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

An evezhiadennoù0