Skolaj Diwan Gwiseni
Gwiseni (29)
Emañ skolaj Diwan Gwiseni o tuta ur gasourez evit ar bloavezh-skol 2025/2026, evit ober war-dro ar skolajidi er skolaj hag er c'houskva.
04/09/2025
Ti-kêr Karaez
Karaez-Plougêr (29)
Emañ ti-kêr Karaez o tuta ur gwazour/wazourez ar skolioù-mamm ha buheziñ troskol a-benn ar 01/10/2025, en hentad divyezhek skol Kerwenn.
03/09/2025
AEP Skol Diwan Tregon
Tregon (29)
Emañ AEP skol Diwan Tregon o tuta ur GWAASM a-benn an 27/08 evit ur miz.
22/08/2025
Plabenneg (29)
Deiziad embann | 07/05/2025 |
Deiziad evit lakaat e anv | 23/05/2025 |
Deiziad kregiñ | 28/08/2025 |
Emañ skol Diwan Plabenneg o klask un den (ASEM) evit ambroug ar vugale er c'hlas hag en amzerioù tro-skol (kantin, diwallerezh). Labour a-gevred gant un implijiadez. Kontrad CDI/CDD
Dindan kiriegezh prezidant-ez an AEP hag a-gevred gant ar skolaerien e veoc’h e karg da skoazellañ ar skolaer-ez skol-vamm e oberezhioù pedagogel ar c’hlas.
-merañ ha evezhiañ ar vugale, ober war-dro o frederioù ar c’horf hag o surentez.
-degemer, buheziñ ha diwall ar vugale e-pad an amzer tro-skol
-sikour ar vugale da verenniañ
-ober war-dro kempenn ar savadur skol
Brezhoneg : komz, lenn ha skrivañ
Penaennoù ar yec’hedoniezh er skol
Buheziñ ur strollad bugale
Anavezout diorroadur ar vugale adalek 2 vloaz
GIEK dre eur
Contrat à durée indéterminée
Temps partiel
Trugarez deoc’h da gas ho CV hag ho lizher emginnig da : AEP Skol Diwan Plabenneg
Deiziad emstrivañ diwezhañ an 23 a viz Mae
Studi an emstrivadurioù etre ar 24 hag ar 25 a viz Mae
Emwel labour ar merc’her 28 a viz Mae
Darempred :
Iwan Guego, rener skol : diwan.plab@free.fr
Skol Diwan Plabenneg 25 straed an aber 29860 Plabenneg
AEP skol Diwan Plabenneg
rue de l'aber
29860 Plabennec
diwan.plab@free.fr02 90 82 07 80