Ofis Publik ar Brezhoneg
Gwengamp (22)
C'hoant hoc'h eus da labourat e brezhoneg ? Fellout a ra deoc'h degas ho lod da skipailh an OPAB ha kas ar yezh war-raok er gevredigezh ? Kinnig a ra Ofis publik ar brezhoneg ur post kargad·ez diorren atebeg takad, evit ar Pol Studi ha diorren. Post lec'hiet e Gwengamp.
05/05/2025
Ti ar vro Bro Kemperle
Kemperle (29)
Emañ Ti ar Vro Bro Kemperle o tuta ur c'henurzhier/genurzhierez buhez ar c’hevredigezhioù sevenadurel evit erlec'hiañ ezvezañs un den gopret.
25/04/2025
Ti-kêr Montroulez
Montroulez (29)
Emañ ti-kêr Montroulez o tuta ur poliser/boliserez-kêr divyezhek. Rumm implijoù ar boliserien-kêr.
23/04/2025
Pleuwigner (56)
Deiziad embann | 27/11/2023 |
Deiziad kregiñ | 01/01/2024 |
Emañ Ti Douar Alre o tuta un genurzhierez/c'henurzhier divyezhek, adalek miz Genver betek miz Even 2024.
- Kenurzhiiñ ha kas da benn get ar bare an abadennoù hag an oberezhioù kinniget get Ti ar vro a-hed ar mision (darempredoù, bruderezh, heuliiñ ar c'hontradoù) ; dreist-pep-tra «Miziad ar brezhoneg», « Un tañva a sevenadur Breizh ».
- En em gavet a ray ar goprad e-kreiz ar rouedad kevredigezhioù (daremprediñ, kelaouiñ, heuliiñ ar raktresoù...) ; kenlodek e vo e labourioù ar rannoù labour e diabarzh an ti ; e darempred e vo get servijoù an aozadurioù foran (kumunioù, kumuniezh kumunioù, departamant ar Mor-Bihan, rannvro Breizh).
- Karget e vo da sevel teuliadoù, da gas tresoù betek penn...
Gwaz pe maouez get skient prenet e-keñver al labour er metoù kevredigezhel, en e aes en daremprediñ, gouest da gas tresoù da benn e-ser ur bare tud arall (gopridi arall ha tud a vat volontez).
Ret e vo bout gourdon doc'h ar benveger urzhiataerez boutin, e stad da gemer perzh er c'helaouiñ (lec'hienn internet, newsletter, face-book...).
Gouest d'ober dre gomz ha dre skrid get ar brezhoneg
Diazezet àr genemglev micherioù an animasion, pazenn 300.
Contrat à durée déterminée
Temps complet
Lec'h labour : burev e Pleuwigner (56330) ha bale rekis dre zouar Alre (karr hag aotre bleniiñ dre ret); 35e/sizhun
Emstrivadur da gas da : degemer@tidouaralre.com a-raok ar 07/12/23
Ti Douar Alre
degemer@tidouaralre.com02 97 78 41 40