Kevread Diwan
Landerne (29)
Asambles gant ar renerezh hag ar burev e savoc’h hag e lakait e pleustr ur steuñv kehentiñ diabarzh ha diavaez evit : • Kemer perzh e talvoudekaat skeudenn ha brud Diwan ; • Aesaat lusk a c’heleier er rouedad a-bezh ; • Engervel ar familhoù, an dud a-youl vat hag ar brofourien ; • Brudañ ar mesenerezh hag ar c’hevelerezhioù ; • Ober war-dro en enskrivadurioù betek al lise ; • Kreñvaat an darempredoù hag ar c’henstagañ er c’hevread.
11/09/2025
AR REDADEG A DI DA DI
Pell labour pe en ul lec'h da dermeniñ
Post 60 % Amzer leun – Kevrad termenet adal miz Here 2025. Pell-labour pe en ul lec’h da zibab asambles. Labourat a raio an den dindan atebegezh rener ar gevredigezh hag ar burev.
29/08/2025
Raok
Carhaix / Rostrenen
Dindan aotrouniezh burev kevredigezh Raok, o kenlabourat gant eil goprad ar gevredigezh hag ar youlidi, e vo karget ar goprad da vuheziñ ha da gas da benn ar raktresoù war ar brezhoneg.
04/08/2025
Karaez-Plougêr (29)
Deiziad embann | 18/03/2024 |
Deiziad evit lakaat e anv | 30/03/2024 |
Deiziad kregiñ | 15/04/2024 |
Roudour zo un aozadur stummañ war ar brezhoneg hag a ginnig stummadurioù hir ha berr war ar brezhoneg, war al lec'h, a-bell hag hironet. C’hwezek implijiad a ya d'ober Roudour en deiz a hiziv, daouzek anezho o vezañ kevelourien eus ar scop. Tuta a reomp ur skoazeller·ez kehentiñ. Brudañ obererezh an embregerezh e vo h·e labour Stummet e vo war ar vicher.
- Sevel skoroù kehentiñ
- Buheziñ rouedadoù sokial
- Skrivañ pennadoù
- Kas lizhiri-kelaouiñ
Gouzout brezhoneg (live B2/C1)
Bezañ urzhiet
Daremprediñ aes
Implijout an ostilhoù niverel hag ar rouedadoù sokial
Spered krouiñ hag arzhel
Kenefeder 191 eus emglev a-stroll an aozadurioù stummañ (war-dro 1 100 € / miz)
Contrat à durée indéterminée
Temps partiel
Post e Karaez (Pelllabour darnamzer a c’hall bezañ), kenefeder 191 eus emglev a-stroll an aozadurioù stummañ. 28 eur/sizhun.
Kevrat vicherelaat termenet he fad (12 miz). Da gregiñ ganti adalek miz Ebrel 2024.
Emstrivadur (dindan stumm video degemeret mat) da gas da Sedrig Laur (sedrig@roudour.bzh) merour.
Gouzout hiroc'h : 06 28 18 18 01.
Roudour
Ti ar Vro
6 Plasenn Gwirioù Mab-Den
29270 Karaez
sedrig@roudour.bzh0628181801