Ti-kêr Landerne
Landerne (29)
Emañ ti-kêr Landerne o tuta ur gwazour/wazourez an degemer hag an hanterouriezh sevenadurel evit palier Roc'han, adalek ar 16/06/25 betek an 08/01/26.
19/05/2025
Ti-kêr Montroulez
Montroulez (29)
Emañ ti-kêr Montroulez o tuta un tredaner/dredanerez evit servij an takad foran a-benn miz Gouere. Post digor d'an dud kevratet.
19/05/2025
Ti-kêr Plougerne
Plougerne (29)
Emañ ti-kêr Plougerne o tuta ur gwazour/wazourez kempenn takadoù glas. Post da vezañ pourvezet gant ar gargiaded da gentañ.
12/05/2025
Karaez-Plougêr (29)
Deiziad embann | 19/11/2024 |
Emañ Diwan o klask ar rener·ez evit al Lise Diwan Karaez. Ul lec’h n’eus ket e bar evit a sell ouzh diorren ar brezhoneg. Pa ranker plediñ gant al labour melestradurel rik, e vezer e kreiz ar jeu ivez evit kemer e lod e raktres kaer ul lise e brezhoneg penn-da-benn eus an eilvet klas d’ar c’hlas termen ! Ouzhpenn da-se ez eus bet digoret un hentenn micherelaat BVTK (Buheziñ evit ar Vugale hag an Dud Kozh) da geñver distro skol 2024.
Rener·ez al lise a zo e-karg eus mont en dro al lise war an tachennoù da heul :
-Pedagogiezh
-Buhez-skol
-Melestradur
-Surentez
D’ar rener·ez eo da gas war-raok al labour evit seveniñ e/he g/c’harg. Evit-se e ranko :
-Aozañ ha ren an emvodoù penngasourien, penngelennerien ha skipailh.
-Merañ ar servijoù, an implijoù amzer, tuta implijidi.
-Sevel ha merañ ar budget.
-Bezañ e darempred gant Diwan, an Deskadurezh stad, ar familhoù, ar Rannvro.
-Aozañ ar c’huzulioù klas, an emvodoù kuzul merañ, an arnodennoù pe Deskadurezh Stad pe Diwan.
-Kenlabourat gant ar gevredigezh o verañ herberc’h al liseidi (bod ha boued).
-Labourat ingal gant ar benngasourien ha penngelenerien war ar raktres pedagogel ha desavadurel.
Doare den
-Live Bak + 4
-5 bloavezh skiant prenet en deskadurezh d’an nebeutañ (kelenner·ez, penngasour·ez (CPE), kasour·ez)
-En ho aes oc’h evit daremprediñ kenkoulz dre gomz ha dre skrid kement e brezhoneg hag e galleg, mestroniañ a rit an urzhiataerezh hag anavezout a reoc’h mat mont en-dro an Deskadurezh Stad.
-Efedus evit aozañ ho labour e ouezit merañ an danvezioù mallusañ ha gouest oc’h da merañ meur a zoser war un dro.
Contrat à durée indéterminée
Temps complet
Titouroù all
Lec’h labour : Karaez
Kevrat : Didermen
Padelezh labour : Hervez an diskarg eurvezhioù
Deiziad kregiñ : An abretañ ar gwellañ
Gopr kregiñ : diazezet war ho indis deskadurezh stad
Statud : Sterniad·ez
Spletoù : gwarez yec’hed, prevoyañs
Trugarez d’an dud a vefe dedenet gant ar post dont e darempred ganeomp evit kaout muioc’h a ditouroù.
Ma z’oc’h dedennet gant ar post, trugarez da gas ho CV mui lizher en em ginnig da tuta@diwan.bzh a-raok an 09/01/2025.
Diwan
Z.A sant-Ernel
29800 Landerne
tuta@diwan.bzh0298213369