Skolaj Diwan Gwiseni
Gwiseni (29)
Emañ skolaj Diwan Gwiseni o tuta ur gasourez evit ar bloavezh-skol 2025/2026, evit ober war-dro ar skolajidi er skolaj hag er c'houskva.
04/09/2025
Ti-kêr Karaez
Karaez-Plougêr (29)
Emañ ti-kêr Karaez o tuta ur gwazour/wazourez ar skolioù-mamm ha buheziñ troskol a-benn ar 01/10/2025, en hentad divyezhek skol Kerwenn.
03/09/2025
AEP Skol Diwan Tregon
Tregon (29)
Emañ AEP skol Diwan Tregon o tuta ur GWAASM a-benn an 27/08 evit ur miz.
22/08/2025
Morlaix
Deiziad embann | 11/03/2025 |
Deiziad evit lakaat e anv | 25/04/2025 |
Deiziad kregiñ | 29/08/2025 |
Skol Diwan Montroulez o tuta ! 3 fost liesseurt da bourveziñ
Kefredioù :
war an amzer tro-dro ar skol :
**diwallerezh : ober war-dro ar vugale, kinnig obererezhioù, ober war-dro al labour noz)
**evezhiañ war ar porzh skol
war an amzer skol :
**kantin (tommañ ar predoù, prientiñ ar predoù, servij ar vugale, naetaat ar c’hantin
**skoazellañ er c’hlas : skoazellañ ar vugale, ober war-dro ar c’housk-aes, sikour ar vugale er privezioù, naetaat ar c’hlas
Doare den :
komz, lenn ha skrivañ brezhoneg
bezañ en aes gant ar vugale
bezañ youlek, kaout startijenn
kaout gouiziegezhioù ha teknikoù menaj hag ar yec’hodoniezh
Bezañ yac’h
Labourat a-skipailh
Gopr bloavezhieket. Diwar ar SMIC (11.88 €/e brut)
Contrat à durée déterminée
Temps partiel
CCD 1 bloavezh eus 29/08/2025 betek 29/08/2026.
War-dro 30h/sizhun. Vakañsoù skol. 4 devezh labour (lun, meurzh, yaou ha gwener)
Kasit ho kinnig (CV + lizher « luskadur » ) d’an AEP a-raok an 25/04/2025 :
aep.diwanmontroulez@gmail.com
Devezh tuta d’al lun 5/05/2025 er skol.
AEP skol Diwan Montroulez
35 rue de la Cordelière
29600 Morlaix
aep.diwanmontroulez@gmail.com0619430094