Gallout a reer embann ur goulenn-labour war Brezhoneg.bzh :
None

Kelennerezed - Kelennerien war ar brezhoneg

MERVENT

Sud-Finistère

Lakaat e anv
Deiziad embann 10/06/2025
Deiziad evit lakaat e anv 12/07/2025
Deiziad kregiñ 01/09/2025

MERVENT, aozadur hag a gelenn brezhoneg e Bro Gerne a zo o tuta ur gelennerez pe ur c’helenner war ar brezhoneg evit labourat war tachenn ar c’hentelioù-noz evit an dud deuet ha war tachenn an tañva er skolioù kentañ derez publik ha prevez , Tachenn labour : Bro Kemper, Bro Vigoudenn, Bro Douarnenez, Kreiz Penn-ar-Bed.

Deskrivadur ar post

Kefridioù

Reiñ kentelioù noz sizhuniek evit an oadourien. Padelezh ar gentel 1e30 sizhun.

- Brezhoneg komzet ha skrivet mat,
- Barregezhioù a-fet pedagogiezh ha buheziñ diouzh an dud deuet,
- Bezañ gouest da genlabourat gant ur skipailh kelennerien,

Reiñ kentelioù tañva war ar brezhoneg er skolioù kentañ derez publik ha prevez. evit ar vugale. Padelezh ar gentel 1eur /klassad.

- Barregezhioù a-fet pedagogiezh ha buheziñ diouzh ar vugale,
- Bezañ gouest da genlabourat gant ur skipailh kelennerien,
- Aotre bleniañ ret.

Doare den

Aotreegezh war ar brezhoneg, DBY live 5

Titouroù war ar post

Gopr

Kevrat hollek ar buheziñ ECLAT, kael ispisial, strollad 2

Doare kevrat

Contrat à durée déterminée

Amzer labour

Temps partiel

Darempred

MERVENT

Pl. an Amiral RONARC'H, BP 29

29720 PLONEOUR-LANWERN

renerezh@mervent.bzh

0298877241