Bugaligoù
Skoazellerien-mamm, eilbabigourien, desaverien bugaligoù, diwallerien bugale er gêr, ambrougerien desavadurel bugaligoù... Aesoc'h eo staliañ an divyezhegezh gant ar soubidigezh adalek an oad kentañ. Se zo kaoz ez eus muioc'h-mui a lec'hioù degemer hag a dud o klask tud a vicher a oar brezhoneg.
Mignoned ar Brezhoneg

Buhezour·ez evit diwallerez GBB

Mignoned ar Brezhoneg

Mellag (29)

Bugaligoù
Contrat à durée déterminée
Temps partiel

Emañ Mignoned ar Brezhoneg o tuta 2 vuhezour·ez divyezhek evit bezañ e-karg eus an diwallerez e-pad GBB e Maner Kernod, e-tal Kemperle. Ar gouel a bado eus ar Gwener betek ar Sul hag an diwallerez a vo neuze digoret d’ar Sadorn ha d’ar Sul. Deiziadoù : 05/07/2025 - 06/07/2025 - Eus 11 eur d’ar mintin betek 8 eur noz. Amzer labour : 14 eurvezh e-pad an dibenn-sizhun

6 Mezheven 2025

Deskard CAP AEPE

Skol Diwan Brest

Bugaligoù
Contrat à durée déterminée
Temps complet

An deskard a labouro e Skol Diwan Brest (Kerango pe Gwelmeur), ar brezhoneg a vo ar yezh implijet gantañ /i. Heuliañ a raio bugale ar skol-vamm, asambles gant ar skipailh pedagogel hag ar skipailh troskol, e-pad an de-vezhioù skol (lun, meurzh, yaou, gwener). Ar merc'her a vo gouestlet d'ar stummadurioù. Mestroniañ ar brez-honeg (hag ar galleg) a zo ur redi evit gellet labourat er skol.

26 Mae 2025

Buhezour·ez e magouri

Youn ha Solena

Sant-Ervlan (44)

Bugaligoù
Contrat à durée déterminée
Temps complet

Emañ ar vagouri Youn ha Solena o tuta ur buhezour/vuhezourez bugaligoù gant ur KTF 6 miz nevezadus, 35eur/sizhun, adalek an 02/06 pe an 18/08/2025.

12 Mae 2025

Buhezour·ez e magouri

Jibidi

Brest (29)

Bugaligoù
Contrat à durée déterminée
Temps partiel

Emañ Sked o tuta evit ar vagouri Jibidi ur buhezour/vuhezourez divyezhek, an abretañ ar gwellañ.

23 Ebrel 2025