Emglev Bro Douarnenez
Douarnenez
Emglev Bro Douarnenez, krouet e 1996, a stroll kevredigezhioù ha tud a fell dezho lakaat da vevañ ha rannañ ar brezhoneg ha sevenadur Breizh gant ar muiañ niver, a-hed ar bloavezh. Ar festival Dispar Amzer a zo ur prantad a-bouez hag a bad daou viz, adalek miz Here betek miz Du e bro Douarnenez hag er C’hab. Talvoudoù hag ahelioù pennañ ar festival a zo skignañ ha klask nevezentioù a-fed sevenadur Breizh, reiñ plas d’ar maouezed er grouidigezh-se, krouiñ liammoù etre ar sevenadurioù hag ar rummadoù oad disheñvel. Ouzhpenn an darvoudoù arzel, ar festival a stroll ivez emgavioù degemerus tro-dro d’ar brezhoneg ha da sevenadur Breizh. Emaoc’h o vont da labourat e liamm gant kenurzhierez ar gevredigezh ha da skoazell anezhi da aozañ festival Dispar Amzer 2025. Dindan kiriegezh izili kuzul-merañ ar gevredigezh e vioc’h.
13 Mezheven 2025
AR VRO BAGAN
Plougerne (29)
Ur garg sekretourva melestradurezh, kehentiñ, kontadurezh ha daremprediñ
3 Mezheven 2025