Evit pep anv-lec'h e kaver e stumm reizh e brezhoneg er bann kreiz anvet STUMM BREZHONEK. Er bann dehou emañ anv ar gumun m'eo lec'hiet enni an anv bet kavet, ha peseurt doare anv eo er bann diwezhañ : ur gumun, ur gêriadenn, un hent, ur c'hoad...
Kavet e vez stummoù kozh an anv ivez, bet pennaouet e skridoù a bep seurt, diouzh ma vez anezho. A-benn lakaat anezho da zont war-wel e ranker klikañ war an arouezenn vihan c'hlas "mui" a zo neuze en tu kleiz pellañ. Dav eo deomp reiñ da c'houzout da Yann enklasker koulskoude n'eo ket diwar ar stummoù kozh-mañ hepken e c'haller gouzout pehini eo ar stummoù reizh hiziv, ha peseurt stummoù a veze implijet gant an dud gwechall pa gomzent an eil gant egile. Tennet eo ar stummoù-se eus dornskridoù bet skrivet e galleg, pe e latin evit ar re goshañ anezho. Testoù int eus un hengoun skrivañ melestradurel nemetken. Alies-kaer e c'halle bezañ disheñvel ar stummoù implijet gant an dud e gwirionez. Setu, pa vez skrivet un anv bennak e latin pe e galleg er skridoù ne dalvez ket ne rae ket an dud gant an anv brezhonek pa gomzent an eil ouzh egile, evel-just. Hag a-wechioù e kaver anvioù brezhonek miret en o stumm kozh-kozh pa oa emdroet mat ar yezh pell a oa. Koulskoude, talvoudus-tre e chom ar stummoù-se evit diskuliañ etimologiezh an anvioù dre vras.
Ouzhpenn ar stummoù istorel e c'haller kavout en diaz titouroù-mañ displegadennoù etimologel diwar-benn an anv bet kavet, hervez al labourioù en deus bet digarez ar Servij da gas a-benn. An displegadennoù a gaver war orin pe talvoudegezh anv pe anv, petramant war al lodenn-mañ-lodenn eus an anv, a lakaer da zont war-wel o klikañ war an arouezenn vihan c'hlas "mui" ivez.
E KerOfis e vez kavet anvioù melestradurel a-vremañ eus Breizh ivez, e-giz re ar Broioù pe ar C'humuniezhioù-kumunioù.
E KerOfis ez eus ivez anvioù estren e brezhoneg, evel anvioù Stadoù, rannvroioù etrebroadel, kêrioù bras, meurvorioù, menezioù, stêrioù bras (Da sk. : Stadoù-Unanet, Sina, Kembre, Londrez, an Nil, an Andoù...).
It e darempred gant ar Servij Glad yezhel evit gouzout hiroc'h.