Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Marc'had al labour

Eus an eil bloaz d'egile e vez muioc'h-mui a bostoù labour a vez goulennet digant an dud a fell dezho mont warno bezañ barrek war ar brezhoneg (1 300 post bennak e 2012).

An tachennoù ma implijer brezhonegerien

Gant ar brezhoneg e c'haller kavout ur vicher ivez : 1 600 post kevatal da implijoù leunamzer zo bet renablet gant Arsellva implij ar yezhoù.

E bed ar c'helenn ez eus ezhomm eus brezhonegerien dreist-holl, ha bep bloaz e kresk an niver a gelennerien. Postoù zo ivez evit merañ ar frammoù (renerezh, sekretouriezh, kontouriezh...), e bed ar mediaoù, er strollegezhioù lec'hel... War greskiñ ez a an niver a vrezhonegerien war dachenn an degemer bugaligoù abaoe un nebeud bloavezhioù. Ma fell deoc'h kaout ur c'hinnig eus ar micherioù-se e c'hellit klikañ war al liamm-mañ ivez ha lenn teul an ONISEP. Gallout a rit ivez lenn an teul a ginnig disoc'hoù enklask 2012 Arsellva implij ar yezhoù.

Mont en-dro

Er bajenn-mañ e c'hallit sellet ouzh ar c'hinnigoù-labour nevez hag ivez embann ur c'hinnig-labour a rankit ennañ resisaat, en div yezh, peseurt doare post eo, pelec'h e vo, peseurt kevrat e vo, ha reiñ ho chomlec'h.

CV

Gallout a rit gwelet CVoù brezhonegerien a ginnig o barregezhioù dre glikañ amañ.

koumanantiñ d'ar gwazhioù RSS RSS

Kas un emstrivadur eeun

6 respont war 6
  • Skoazeller.ez skol-vamm

    Lec'h : Pempoull

    Tachenn : Troskol

    Deiziad : 27/03/2023

    Doare : Leunamzer (Kevrat termenet he fad)

    Post da bourvezañ d'an : Miz Gwengolo 2023

    Evit gouzout hiroc'h

  • Kelenner.ez brezhoneg evit an dud-deuet

    Lec'h : Naoned

    Tachenn : Kelenn

    Deiziad : 13/03/2023

    Doare : Leunamzer (Kevrat didermen)

    Post da bourvezañ d'an : 05/06/23

    Evit gouzout hiroc'h

  • Troer teknikel galleg-brezhoneg (mallus)

    Lec'h : diouzh an den dibabet

    Tachenn : Treiñ

    Deiziad : 09/03/2023

    Doare : leunamzer (erlec’hiañ)

    Post da bourvezañ d'an : ar c’hentañ ar gwellañ

    Evit gouzout hiroc'h

  • Kelenner.ez kentañ derez (katolik)

    Lec'h : Naoned

    Tachenn : Kelenn

    Deiziad : 03/03/2023

    Doare : Leunamzer (Kevrat termenet he fad)

    Post da bourvezañ d'an : Miz Gwengolo 2023

    Evit gouzout hiroc'h

  • Kelenner.ez kentañ derez (katolik)

    Lec'h : Lanniliz/Plougerne

    Tachenn : Kelenn

    Deiziad : 02/03/2023

    Doare : Darn-amzer (Kevrat termenet he fad)

    Post da bourvezañ d'an : Diouzhtu

    Evit gouzout hiroc'h

  • Penn ar c'hoskor

    Lec'h : Naoned

    Tachenn : Melestradurezh

    Deiziad : 01/03/2023

    Doare : Darn-amzer (Kevrat termenet he fad)

    Post da bourvezañ d'an : Diouzhtu

    Evit gouzout hiroc'h

6 respont war 6

Kasit ar pennad-mañ da dud all