Diwan
La Bouexière
Emañ Diwan o klask ur c’henrener / genrenerez evit ar Skolaj 35 e Beuzit-ar-C’hoadoù, an hini kentañ en Il-ha-Gwilen. Ul lec’h n’eus ket e bar evit a sell ouzh diorren ar brezhoneg. Pa ranker plediñ gant al labour melestradurel rik, e vezer e-kreiz ar jeu ivez evit kemer e lod e raktres kaer ur skolaj e brezhoneg penn-da-benn eus ar c’hwec’hvet klas d’ar c’hlas trede ! Ur skolaj nevez flamm e vo ouzhpenn da-se.
9 Mae 2025
AEP skol Diwan Plabenneg
Plabenneg (29)
Emañ skol Diwan Plabenneg o klask un den (ASEM) evit ambroug ar vugale er c'hlas hag en amzerioù tro-skol (kantin, diwallerezh). Labour a-gevred gant un implijiadez. Kontrad CDI/CDD
7 Mae 2025
Ofis Publik ar Brezhoneg
Gwengamp (22)
C'hoant hoc'h eus da labourat e brezhoneg ? Fellout a ra deoc'h degas ho lod da skipailh an OPAB ha kas ar yezh war-raok er gevredigezh ? Kinnig a ra Ofis publik ar brezhoneg ur post kargad·ez diorren atebeg takad, evit ar Pol Studi ha diorren. Post lec'hiet e Gwengamp.
5 Mae 2025
Brest Meurgêr
Brest (29)
Emañ Brest Meurgêr o tuta ur GWATASM divyezhek a-benn an distro-skol 2025. Post da vezañ pourvezet gant ar gargiaded da gentañ.
5 Mae 2025