Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Forom termenadurezh

Distreiñ da roll an dielloù

adopter (un animal) D'an 12/10/2022

Dont da vezañ perc'henn war ul loen bennak.

Sontadeg :

Termenoù kinniget Niver a votoù Dregantad
addegemer2 vot 15 %
adloenañ2 vot 15 %
advabañ1 vot 7 %
degemer7 vot 53 %
perc'hennañ1 vot 7 %

6Diwar-benn ar sontadeg

0Diwar-benn ar c'hinnigoù

Kas a ran ma soñj

An evezhiadennoù6

  • Brieg d'an 12/10/22 e 21h56
    Sterioù dishañval a zo get an titl hag an termenadur. Reve ar lezennoù eh oc'h perc'henn àr ur loen a zo un dra (hogen un dra get gwirioù ispisial ne c'heller ket jahiniñ da skouer). En ur familh e seller muioc'h-mui doc'h ar loened kompagnunezh èl izili ag ar familh hag e kavan azas ar c'hinnig "degemer"
  • erik d'an 12/10/22 e 18h28
    kemer ul loen
  • W d'an 12/10/22 e 15h22
    asvaba e kerneveureg (advabañ)
  • Gireg d'an 12/10/22 e 10h56
    Emañ ar respont gwellañ e-barzh ar goulenn ! E geriadur Vallée emañ ar verb perc'hennañ a-geñver da adopter. Perak klask gerioù nevez pa zo gerioù e-leizh er geriadurioù, dreist-holl hini Vallée a zo c'hoazh unan eus ar re wellañ dre ma 'z eo bet savet gant spered ar yezh ?
  • Jacki d'an 12/10/22 e 10h23
    Advabañ, evel e Gallek. Ket diforc'h etre loen ha den. A galon
  • Gildas d'an 12/10/22 e 09h38
    degemer a zo diresis = recevoir, accueillir adloenañ a gavan resisoc'h

Kasit ar pennad-mañ da dud all