Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Forom termenadurezh

Distreiñ da roll an dielloù

métavers D'an 24/01/2022

Bed galloudel pe hollad an hollvedoù galloudel liammet ouzh ar Genrouedad hag a c'haller tizhout gant meziantoù pe arloadoù trimentek (gwirvoud galloudel pe gwirvoud kresket).

Sontadeg :

Termenoù kinniget Niver a votoù Dregantad
metabed8 vot 66 %
metaroued0 vot 0 %
metarouedad0 vot 0 %
trabed2 vot 16 %
trahollved2 vot 16 %

3Diwar-benn ar sontadeg

6Diwar-benn ar c'hinnigoù

Kas a ran ma soñj

An evezhiadennoù3

  • Bernez d'an 26/01/22 e 03h34
    A-du emaon gant Brieg, gant e soñj tra, setu, perak ket : Trabed-holl ? Bet-holl e vez graet evit "univers" e galleg, setu da va soñj spered ar ger a chom e-barzh.
  • Gildas d'an 24/01/22 e 15h39
    Evit ar rakger ''meta'', arabat bezañ re figus: en holl yezhoù indezeuropek e kaver ar wrizienn ''med-'' "kreiz" "milieu", setu e brezhoneg ivez ; ar ger mezheven "milieu de l'été", "kreiz an hañv" < med + ham (hañv) < saminos, samos; n'eo ket fall derc'hel ar rakger etre vroadel "meta".
  • bernez d'an 24/01/22 e 09h21
    Ezhomm ebet da implijout rakgerioù gresianek ("meta") p'hon eus rakgerioù brezhonek o klotañ resis ganto ("tra").

Kasit ar pennad-mañ da dud all