Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Skoazellour.ez kehentiñ

Lec'h : An Oriant

Framm : Emglev Bro An Oriant

Tachenn : Kehentiñ

Doare : Leun-amzer (Kevrat termenet he fad)

Post da bourvezañ d'an : 03/10/2022

Deskrivadur ar post :

Dindan pennadurezh atebeg ar gevredigezh emañ karget ar skoazellour kehentiñ a seveniñ ar binvioù hag ar skorioù kehentiñ hag an darempredoù gant ar c’hazetennoù hag ar gevelerion.

- Krouiñ ha skoulmañ darempredoù gant oberourien disheñvel (izili Emglev, media, kevelerien) ha respont d’ar goulennoù titouroù
- Aozañ ar prezegennoù kazetennerezh gant ar mediaoù (sevel teuliadoù-kelaouiñ, skrivañ kemennadennoù d'ar gazetennerien) ha krouiñ kevelerezhioù ganto

-
Dastum an dibab pennadoù
- Sevel ha skignañ skorioù kehentiñ abadennoù Emglev (skritelloù, follennoù-nij, programmoù, levrig, lizher miziek...) hag hizivaat anezho

- Hizivaat diazoù roadennoù : kazetennerion, kevelerion, kevredig tizhet ...

Labour a-stroll hag aozadur / Anaoudegezh don teknikoù : PAO (Adobe), diazoù roadennoù, lec'hioù enlinenn (spip). / Brezhoneg ha galleg displeg fraezh ha flour.

An Oriant + Bro an Oriant / Kevrat bloavezhiek ha termenet 1 bloaz amzer-leun. Rummad implijad Strollad B deus ar c’hendivizad ECLAT, kenefeder 260. Implij-amzer azasadus reve redioù dibarek an implij-amzer (euriadoù noz pe dibenn-sizhun).
Deroù labour : miz Here 2022


Profil :

Bachelouriezh + 2 pe skiant-prenet e domani ar c’hehentiñ pe ar sevenadur.

Darempred : Emglev Bro An Oriant

Lakaat e anv evit ar c'hinnig-mañ

Distreiñ da roll ar c'hinnigoù

Kasit ar pennad-mañ da dud all