Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Kelenner.ez war ar brezhoneg evit an dud deuet

Lec'h : Post lec'hiet e Kawan gant lec'hioù labour e takad Perroz-Pempoull.

Framm : Ti ar Vro Treger-Goueloù

Tachenn : Kelenn brezhoneg d'an oadourien

Doare : Darnamzer (Kevrat termenet he fad )

Post da bourvezañ d'an : Diouzhtu - Mallus

Deskrivadur ar post :

Emañ Ti ar Vro Treger-Goueloù o klask ur c'helenner pe ur gelennerez erlec'hier-ez evit kentelioù brezhoneg d'an dud deuet e Bro Dreger ha Bro Oueloù adalek miz Gwengolo 2021 betek miz Even 2022.


Profil :

Kaout ul live uhel e brezhoneg dre gomz kement ha dre skrid (DBY/DCL live 5, pe aotregezh deuet mat).

En e aes gant an dud deuet, pedagogour, urzhiet mat, prest da labourat gant ar skipailh kelennerien met emren war un dro.

Ret eo kaout e aotre-bleniañ hag ur c'harr-tan.

Post darnamzer(50% pe 75%). Gopret diouzh an emglev a-stroll Eclat (buhezhiñ) ha frejoù-hent paeet ouzhpenn.

Labour war an deiz ha da noz.

N'eus ket a gentelioù e-kerzh ar vakañsoù-skol.

Darempred : Ti ar Vro Treger-Goueloù, hent Jean Monnet 22140 Kawan – Pgz : 02 96 49 80 55

Lakaat e anv evit ar c'hinnig-mañ

Distreiñ da roll ar c'hinnigoù

Kasit ar pennad-mañ da dud all